Buhez ar Sent/1837/Marc ha Marcellien
◄ Avit | Marc ha Marcellien | Gerves ha Protes ► |
Marc ha Marcellien a ioa daou vreur, distinguet e Rôm dre o Noblanç hac o madou. O c’herent o devoa ar maleur da veza Payanet ; mæs an daou vreur-mâ o devoe an eur da gaout ur preceptor cristen, pehini o instruas quer mad, ma teuzont da veza cristenien parfet, ha fervant meurbet.
Petra bennâc ma o devoa un desir bras da veva disemez, cousgoude en em velzont contraign da zimizi da ziou verc’h payen ; anesperanç d’o c’hounit un deiz da Jesus-Christ, o c’honsolas.
Assista a reent secretamant ar gristenien en amser ar bersecution ; pourvei a reent d’o necessiteou ; hac o c’harantez a oa heb musul. En exerciç-se eus an euvrou a drugarez e voent arretet o daou, dre urz an tirant. Ar gouraich gant pehini e rezont profession eus a feiz Jesus-Christ, dirac ar gouarner a guær, a reas ma ouent condaunet da vervel. Ar setanç-ze a roas quement a joa d’an daou vreur santel evel ma roas a dristidiguez d’o c’herent. Ar re-mâ affliget bras, en em strincas da dreit ar Barner, oc’h e supplia da ziferi ur maread-amser execution ar setanç, en ur brometi e teuzent d’o alya ha d’o obligea da renonç d’ar feiz ; ar barner a accordas dezo tregont devez.
Epad an oll amser o zad hac o mam gant o friedou a zeue bemdez d’o c’haout evit o alya da adori doueou an ampalaer : gueich e teuent unan-a-unan, gueich e teuent oll assambles : gouela a reent hac hirvoudi, en ur lavaret dezo quement a oa capabl da deneraat ar galon an insansipla. O mignounet a ree quement-all eus o c’hostez, hac oll ez oant a-unan ; evit essaat o zrec’hi. Biscoas coumbat ne oue rustoc’h da souten : ha tregont devez a oa hir evit souten quen-alies a coumbat bemdez. An daou sant a chomas cousgoude victorius, dre ar sicour eus ar c’hraç, ha dre voyen an avisou mad a roe dezo an officer santel Sebastien, pehini a zeue bemdez d’o guelet, evit o c’houraichi hac o c’hreaat er feiz.
Goude beza bet ar gonsolation da velet o zad hac o mam gant o oll famill convertisset d’ar feiz ha da Zoue, e ouent staguet o daou ous ur peul, dre urz an Tirant, ha treuzet a dauliou lanç, er bloaz 286.
Tad ar Sænt-mâ, o mam hac o mignounet o incitas da adori an doueou faus, mæs caër o devoue o foursu, reus e ober a resont gant ur gourraich ferm ha constant. Peguement a dud sioas, a zeu da zraissa o c’houstianç, ha da verza o ene dre ur respet maleürus dre ur complesanç milliguet, gant aoun da zispligeout da ur Mstær, da ur mignoun, pe d’ho c’herent !
Ur C’hristen, ma goulenner digantan un dra bennâc control da Lesen Doue, na dle en occasionou-ze aznaout na câr na mignoun, na tad, na mam ; neuse eo e tle disquez da Zoue e fidelite, e oboissanç, hac ar garantez en deus evintàn.