Buhez ar Sent/1837/Avit
◄ Cyr ha Julit | Avit | Marc ha Marcellien ► |
Sant Avit a oa mab da ul labourer douar taust d’ar guær a Orlean. E guerent, tud paour a vadou ar bed, mæs pere o devoa cals a zougeanç Doue, a boanias da rei dezâ un descadures vad ha cristen. Ar c’hrouadur a brofitas, quement eus an instructionou a voue roet dezàn ma voa e vrassa pligeadur pidi Doue en ty, er parcou, hac en Ilis pa alle.
D’an oad a bemzec vloaz ez eas da gaont Sant Maximin abad, eus a couent Mici, e suplia a reas, ma n’er c’have quet capabl da veza religius, d’e receo da viana e qualite a vevel. Sant Maximin, o velet e humilite hac e fervor en recevas en nombr eus ar religiuset, ha souden e aznavezas en devoa recevet ur sant. Ar religius yaouanc-mâ a oa quen humbl, hac en devoa ur simplicite quer bras ma commancas darn eus e vreudeur da ober goab anezan oc’h e guemeret evit un den diot. Ar Sant ne ree vàn ebet eus an dra-ze, hac a souffre tout gant joa.
Mæs hep dale e teusont da aznaout e furnez hac e vertuz ha da gaout quement a istim evintâ ma er choassont evit o Abad, goude maro sant Maximin. Reus a reas ar garg-ze, mæs an Escop a Orlean en em servichas eus e oll autorite evit e obligea d’e receo, hac e rencas oboissa.
An oll religiuset a admiras muy-oc’h-muy, bemdez hac ar santelez eus o Abad nevez, hac e exempl a inspiras dezo ur fervor vras ; mæs a renq-se a zistinction a scuize e humilite, ha seul-vuy a enor a rente dezâ, seul-vuy e sante crisqui ennâ an desir d’en em retira en un deserz bennâc evit cundui ur vuez humbl ha diaznavezet gant ar bed.
En em retira a reas en effet secretamant en ur c’hoad bras. Caër a ouee glasq, ne voe cleyet hano ebet anezàn. Ar brud eus e viraclou a oue ar c’henta quêlou. Daou bautr yaouanc o veza avancet doun er c’hoad evit clasq o loenet, en em gavas surprenet gant an nos : unan anezo, pehini a oa mud, o veza remerquet un dra bennâc a sclærigen e creiz ar c’hoad, a yeas rac-eon betec eno evit ellumi un torch sapin, pehini a serviche dezàn da c’houlou. Sant Avit a oue soueset o velet e creiz an nos un den pehini ne gomse quet nemet dre gestou : songeal a reas e alle beza ur spès bennâc, pe un artifiç bennâc eus an drouc-speret. Goude beza goulennet digant Doue ar c’hraç da aznaout petra oa, e reas sin ar groas varnezàn en ur ordren dezâ lavavet piou e oa, ha petra a glasquo-eno d’ar mare-se. An den yaouanc, o santout e deaud diluguet en un taul, ha deut dezâ an usaich eus ar preseg, en em strincas da dreit ar sant evit e drugarecât. Goudese e elumas e dorch ; hac e commancas da c’hervel e vreur. Hemâ, o Clevet e c’hervel dre e hano, en em gavas soueset ; mæs soueset-e oue c’hoas muy pa velas ha pa glevas e vreur mud o conta dezân ar miracl.
Ar brud eus ar miracl-se a droublas souden repos ar sant. Dont a ree tud a bep-tu d’e velet evit profita eus e avisou mad hac eus e instructionou santel.
Erfin, oaget a ouspen tri-uguent vloaz, e varvas
ec’his ma varv ar sænt, er bloaz 530.
Ar Sænt o deus atau pelleet dious an enoriou ; a-dal ma vouïent e oant quemeret evit tud santel en ur plaç, e redent e lec’h-all, ac e clasquent ar solitud. Ar re humbl, ar re pere a glasq pligeout da Zoue ebquen, a garre cuzet ous an dud o vertuziou hac o euvrou mad. Petra a dle eta songeal eus o vertuziou douetus ar re a gar beza meulet, amprouet, hac istimet gant an dud ? Pebes errol songeal ne glasquer nemet gloar Doue, pa garer quement e c’hloar propr ! An nep a vanq a humilite, n’en deus guir vertu ebet. Pebes follentez coll ar mirit eus e euvrou mad evit ur vogueden a enor, pe a gloar monden !