Buhez ar Sent/1837/Cyr ha Julit
Santes Julit a ioa un Itron yaouanc eus a Icoon, distinguet dre he noblanç, ha respetaploc’h c’hoas dre he vertuziou. Un sourci bras e devoa da veva mad gant he fried ha da gonservi ar peoc’h en he tieguez ; hac e vigilanç, evit lacât urz e pep-tra, a ree he occupation ordinal. An Itron-mâ humbl heb affectation, ha guisquet pret ervez he c’hondition, mæs er fæçoun ar modesta, a inspire d’ar re-all cals a respet evit ar vertuz : pep-unan a admire he furnez en he c’homsou hac he douçder e quêver an oll. He fidelite da baêa mad he servicherien ha da bourvei d’o ezomou, quen e yec’het quen e clênvet, ne oa quet an distera eus he vertuziou ; he c’harantez evit an dud paour hac affliget a c’hounee dezi calon an oll beaurien : bref, goude beza en em acquitet eus he exerciçou devot ha carantezus, en em lequee bepret da ober ul labour benac, eb chom morse oësus.
Doue evit purifia he vertu dre an afflictionou, a guemeras he fried e creiz e vrud. Beza e devoa ur map hanvet Cyr, pehini n’en devoa c’hoas nemet tri bloaz pa gommanças an ampalaer Diocletien da bersecuti ar Gristenien. Julit na zesire nemet an ocasion da soufr. ar Verzerinti, mæs he ambaras a oa gant he map : aoun e devoa na vize lamet diganti, ha na gouezze etouez Payanet ; dre-ze e reas e sonch da guitât he bro evit gallout preservi he mab, ac en em retira a eure e Silicii.
Mæs ar c’harter-ze na chomas quet pell heb santout ar bersecution. Ar gouarner Alexandr a zeuas d’y evit executi ordrenançou an Ampalaer. Ar Santes o compren ervad e tostee an amser dezi da ober da Zoue ar sacrifiç eus he buez, a redoublas he attantion da instrui he mab ha da inspira dezàn santimanchou cristen, ha goulen a reas ar c’hraç digant Doue na bermetse quet e chomze he mab er bed en he goude : he feden a oue chezlaouet. Ar gouarner informet ez oa Julit cristenes a reas e arreti. En em bresanti a eureu dirazàn gant he mab etre he divrec’h. Ar gouarner-oc’h he c’haout ferm er feiz, a ordrenas tenna he mab diganti hac ober dezi souffr var an heur un tourmant cruel. Neuse e coumancas ar c’houadur da grial ha da ober e oll effort evit en em denna dious ar re en dalc’he, evit mont da gaout e vam pehini a oa en ur stad truezus. Ar barner o velet ar c’hrouadur, pehini a oa gentil hac en devoa ur speret dreist e oad, a reas e zigaç dezâ evit e cherissa hac æssât e lacât da devel ; mæs neuse e crye c’hoas creoc’h, ha ne lavare quen nemet ar goms-mâ : Cristen oùn, Cristen oùn. Ar gouarner, dre’n abec da-ze, a guemeras un drouc quer bras ounta ma en taulas a-hed var pazennou e dribunal en ur lavaret : Pa zout Cristen, e varvi gant da vam. Ar c’hrouadur en ur coueza ; a oue blesset mortel en benn hac a varvas var ar plaç. An oll o devoe horrol eus un action quer barbar, mæs ar santes a zisquezas he joa, hac a rentas graç da Zoue, dre m’en devoa curunet he mab arauzi.
Erfin, an tirant, goude m’en devoa e-unan muntret ar mab, a ordrennas dibenna ar vam. O Merzerinti a erruas var-dro ar bloaz 305.
Santes Julit e devoa ur guir garantez hac ur garantez parfet evit he mab, oc’h e garet evit an Eê. Lahourat a rit cals, tadou ha mamou, ha cals a fatig a guemerit evit ober fortuniou caer d’ho bugale, mæs ar c’haëra fortun, ar c’haëra heritaich a oufac’h proculi dezo, er rouantelez an Eê. Ho pugale a so muy da Zoue eguet deoc’h hoc’h-unan. Dou eo en deus o c’hrouet, Doue eo en deus-y roet deoc’h, evel un depos pehini a dleit da renta dezan ; Doue en deus-y lequeet er bed, principalamant evit ma teuin de aznaout, d’e garet ha d’e servicha, ha ma vilitint dre ar voyen-ze beza un deiz eürus gantàn en e Barados. Mar hoc’h eus eta c’hoant d’en em acquitta eus ho tever, mar hoc’h eus carantez Doue en ho calon, ha mar hoc’h eus ur guir garantez evit ho pugale, liquit ho studi principal da zisqui dezo meuli ha caret o c’hrouer, o Zad celestiel, evit ma illint possedi un deiz e rouantelez eternel.