Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Ladislas

Eus Wikimammenn
◄   Basil Ladislas Cyr ha Julit   ►


An pemzecvet devez a viz Even.


SANT LADISLAS, ROUE A HONGRII.
————

Ar Prinç-mâ, respetaploc’h dre e vertuziou eguet dre e gurunen, en devoa en e yaouanctis ur furnez hac un devotion admirabl ; gracius e oa e quenver an oll, ha carantezus en andret ar beaurien.

Quentre ma voe curunet, ha ma pignas var an trôn, e labouras da renta e Rouantelez florissant ha da broculi an eürusdet e Sugidi. Ober a eureu un assamble general eus an dud a ilis, eus an noblanç hac eus ar bobl, e pehini e rezeur en e bresanç ordrenançou leun a furnez, evit lacât ha conservi ur justiç vad, hac un urz caër en e oll Stadou.

Ar boemianet hac an Hunnet o cridi en devoa Ladislas muy a zevotion eguet a gouraich, a zisclerias dezàn ar Bresel, oc’h esperout en em renta mistri eus e rouantelez, pe da viana eus a zarn anezi : ar prinç santel, goude beza esseet inutilamant an oll moyenou a Beoc’h, a savas un arme, hac, evel ma voa quer vaillant ha ma oa santel, e c’hounezas quen-alies a victor evel a goumbat a roas. Ar prinç victorius-mâ, bepret humbl, douç ha deboner, goude beza trec’het e enemiet, o zretas gant cals a zouçder hac a voderation, hac a bourveas memes d’o oll ezomou.

E Balæs a oa reglet ec’his ur gouent ; n’en em gontante quet da ober ar yuniou ordrenet gant an ilis, ober a ree c’hoas rals a re-all ; alies e taustee ous ar Sacramanchou ; e bresanç hepquen en Ilis, a inspire an devotion hac ur respet bras da bep-unan. E exerciçou a zevotion, hac e application d’an deveriou eus e stad, a ree e oll divertissamant. Bemdez e roe audianç d’e bobl : sezlaou a ree e-uuan o afferiou hac e rente justiç var ar plaç. Treti a ree an-oll, bras ha bian, gant quement a vadelez ma er c’honsidere pep-unan evel e dad.

Ober a reas sevel en enor d’ar verc’hes Vari un Ilis caër meurbet, pehini a vezo ur monumant eternel eus e zevotion en andret mam Doue.

Meur a Brinç cristen o veza antreprenet dre aly ar Pap Urban eil eus an hano, da vont da zilivria an Douar Santel dious ar Sarazinet. Ladislas pehini en em istime eürus da c’hallout impligea e vadou, e yec’het hac e vuez memes evit trec’hi ar brassa adversourien eus an hano cristen, en em breparas da bartial evit ur bresel quer santel ; mæs Doue en em gontantas eus au disposition generus eus e galon, hac eus e volontez vad, hac en tennas eus ar bed-mâ, evit ober dezâ ren gantàn ebars an Eê. Mervel a eureu er bloaz 1095, d’an oad a bevar bloaz hac hanter-cant.

REFLEXION.

Ar roue-mâ, goude beza gounezet ar victor var e ennemiet, o zretas gant douçder, gant moderation, hac a bourveas memes d’o oll ezomou. Penaus e tretet-hu hoc’h adversourien en amser ma velit hoc’h eus an avantaich var-nezo ?

En em drec’hi e unan en ur vouga ar goler a santer o sevel en e galon, a so gloriussoc’h eguet en em vengi.

Eil Reflexion. Sant Ladislas en em brepare da vont da zilivria an douar santel ; mæs Doue en em gountantas eus e volontez vad, hac en tennas eus ar bed-mâ evit e recompansi ebars an Eê. Peguer mad ha peguer liberal eo an Autrou-Doue, pehini a recompanç non pas hebquen an oeuvrou mad, mæs c’hoas bolontez vad en den ! Ma ne ellit quet ober traou bras evit Doue, n’ellit-hu quet da viana caout ur volontez vad ? Ho pezit eta un desir bras ma vezo Doue caret, servichet ha glorifiet gant peb-unan : goulennit ar c’hraç-se evidoc’h hac evit ar re-all ; pidit c’hoas evit conversion ar bec’herien, goulennit ar berseveranç evit ar re just ; pidit Doue da inspira d’ar re-all da ober ar mad a zesiret, mæs pehini ne ma quet en ho callout ; en ur guer roït ur merq bennac eus ar volonte vad oc’h eus.