Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Gerves ha Protes

Eus Wikimammenn
◄   Marc ha Marcellien Gerves ha Protes Ediltrud   ►


An naontecvet devez a viz Even.


SANT GERVES HA SANT PROTES, MERZERIEN.
————

An daou Sant-mâ a oa daou vreur, ha bugale da Sant Vital, Merzer, ha da Santes Vallerii, Merzeres. Un tad ac ur vam quer santel ne allent quet mancout da rei d’o bugale un descadurez vad ha cristen ; hac o bugale a brofitas meurbet eus ar scôl vad a oa græt dezo, ac eus an exemplou caër a velant dirazo.

Goude ar maro glorius eus o Zad ac o mam, e teuzont da zistribui o madou bras d’ar beaurien : ha cundui a resont o daou en o zy ur vuez retiret ha mortifiet : n’o devoa quen commerç nemet en Eê, an Oræson hac al Lectur eus al Levriou santel a ioa o occupation ordinal, ac e tremensont dec vloas er Solitud-se, en ur veva quent ec’his Ælet eguet evel tud.

Dre ur vuez quer pur ha quer fervant e obtenzont digant Doue ar c’hraç a c’houlennent bemdez, da scuilla o goad evit ar Feiz. Astas, Commandant eus a arme an Ampelaer o tremen dre ar Guær a Vilan evit mont d’ar Bresel aenep ar Marcomanet, a glevas gant Ministret an Doueou faus e colse ar Victor, ma ne raze lacât d’ar maro Gerves ha Protes Adversourien bras d’an Doueou eus ar Rouantelez. Astas a reas dont dirazàn an daou Sant. Ordren a eure dezo adori an Doueou evit m’en devize un issu mad er bresel. Sant Gerves a respontas : permetit din, Autrou, lavaret deoc’h penaus n’en em guemerit quet mad ; rac pebes gallout o deus Doueou grêt gant metal pe gant coad ! Mar fell deoc’h gounit ar Victor, en em adressit da Zoue an Armeou, guir Doue an Eê hac an douar, Doue an oll Rouanteleziou, Doue ar Gristenien hac hoc’h hini, pa ne deus quen Doue nemetâ : èn ebquen a ell rei ar victor, ha digantàn hepquen e tleit e goulen. Astâs a voe quer soueset gant an discours-se, na vouie petra lavaret ; mæs ministret an idolou a reas quement varnezàn, ma ordrenas scourgea ar Sant. An urz a voe executet gant quement a grueldet, ma varvas e creiz an tourmant-ze. An Tirant a roas goudese urz da zibenna Sant Protes, dre m’er guele quer couraichus ha quer ferm er Feiz evel e vreur.

O C’horfou a chomas pell-amzer cuzet, heb ma vouie den pelec’h ez-oant bet enterret ; mæs Doue o fallout dezàn ober enori e zaou servicher fidel, a bermetas ma apparissezont da Sant Ambroas, Escop, ha ma resont dezan anaout ar plaç e pehini e cafse o Relegou. An Escop santel a reas toulla an douar, ac o veza cavet ar Relegou, e reas o zransporti gant ur solennite vras d’an Ilis en devoa grêt sevel nevez a oa, hac hanvet hirio Ilis Sant Ambroas. An Dranslation-ze a oue grêt er bloaz 386. Durant ar Procession, hervez m’er rapport Sant Ambroas en e liser d’e c’hoar Santes Marcellina, un den dall hanvet Sever, ha pehini a oa anavezet gant an oll e Milan, a recevas ar guelet.

REFLEXION.

Un Tad hac ur vam vertuzus o deus peurvuya bugale vad ha devot. An tieguezou a ve souden composet a sænt hac a santeset, ma ve bepret ar pennou anezo exemplou a Santelez. Tad ha mam Gerves ha Protes a so daou Sant ha daou Verzer : o daou vab a so sant ha daou verzer-all. Dibaut gueich e vanq ar vugale da heulia an exempl a velont dirazo ha da regli o buez diouz ar scol a vez graet dezo. Na vezomp quet souezet mar guelomp hirio bugale quen indevot ha quen divergont ; na vezomp quet estonet mar deus quement a vugale pere a so ur sujet a chagrin hac a zispligeadur d’ho c’herent. Pe seurt exempl o deus-ii guelet hac a velont-ii bemdez dirag o daoulagat ? Un tad neubeut devot pe marteze direglet, hac ur vam pehini ne de quet guelloc’h cristenes, hac int-ii a so exemplou ha squêriou caër ? Peguement a vugale n’o deus cousgoude quen exempl, sioas dezo ! Pebes maleur ne de quet quemense evit ar vugale ? ha pebes maleur n’eff-èn quet evit an tadou ha mamou-ze !