Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Ediltrud

Eus Wikimammenn
◄   Gerves ha Protes Ediltrud Lois Gonzag   ►


An uguentvet devez a viz Even.


SANTES EDILTRUD, ROUANES HA GUERC’HES.
————

Ediltrud, merc’h da ur Prinç a Vro-Sauz, e devoa a vianic un inclination vras evit ar vertu gant pep seurt qualiteou mad. Biscoas martese ne voe guelet en ur verc’h yaouanc quement a speret hac a furnez gant quement a vodesti hac a zevotion. An dispris a ree eus a bligeadurezou, grandeuriou ha madou an douar, a zisqueze avoualc’h na ree istim ebet nemet a vadou an Eê.

Ar garantez ardant e devoa evit Jesus-Christ hac evit ar Verc’hes Sacr, Rouanes ar Guerc’heset, a inpiras dezi an desir da viret he virginite epad he buez ; couscoude Egfrid, Roue a Nortombry e Bro-Sauz, o veza grêt he goulen evit Pried, e roas he c’honsantamant dre oboissanç hepquen evit e c’herent. Mæs o santout crisqui ennï an desir da chom bepret guerc’hes, e devoe recours d’an Oræson, en ur bidi an Autrou Doue gant ur ferveur ac ur fizianç vras da inspira da Egfrid ar memes santimanchou evel m’en devoa inspiret dezi. He fizianç ne voe quet tromplet.

Ediltrud er guenta conversation e devoe gant ar Roue a zisclerias dezâ an inclination e devoa bet bepret da chom Guerc’hes. Coms a eure ountâ gant quement a onction ma teuas ar Roue, ravisset o velet he vertuz, ha touichet gant he c’homsou, da assanti beva assambles ec’his breur ha c’hoar.

An daou Bried chast-mâ a vevas assambles taust da zaouzec vlaoz ebars un union barfet a speret hac a galon. Ar Roue a admire muy-oc’h-muy bemdez vertuziou ar Rouanes, ac a æssee memes he imita, ispicial en he liberalite e quêver ar beaurien. An autor pehini en deus scrivet an Histor eus a vuez ar Rouanes-mâ, a assur penaus e cundue en he Falæs ur vuez quer parfet evel al Leanes fervanta en he c’houent. En effet yun a ree casi bemdez, ac e tremene un amser vras en Oræsoun.

Ar Brinces santel pehini n’e devoa biscoas caret ar bed, a reas quement var speret ar Roue ma obtenas digantâ conge d’en em retira en ur gouent ha d’en em renta Leanes. Souden goude ma voe antreet er Gouent, he fervor, he oboissanç ac he humilite admirabl a reas e c’honsideri evel an ornamant caëra eus ar stad Religius. Cals eus al Leaneset o veza deut da glènvel gant un drouc estranch ar Santes-mâ o servichas ac o assistas gant ur gouraich ha gant ur garantez estranch. Clènvel a reas erfin he-unan, ha soufr a eure ur boan diremed gant ur resination barfet da volonte Doue, patiant ha joaüs ec’his un Æl. Goude beza recevet he Sacramanchou gant un transport sansibl eus ar garantez divin, e rentas e peoc’h he ene d’he c’hrouer, var-dro ar bloaz 679, d’an oad a eiz vloaz ha tregont.

He humilite a reas dezi ordren ma vize enterret he c’horf er vered ma vize lequeet al Leaneset-all, heb disinction ebet. Dec vloaz goude he maro e voe cavet he c’horf quen antier ha quen fresq evel pa vize bet leun a vuez.

REFLEXION.

Tra admirabl, ur Rouanez, Guerc’hes var an trôn ac er stad a briedelez ! Petra a ouffe rei deom-ni songesonou ha santimanchou caëroc’h eus ar virginite ?

Neubeut e estimer, neubeut e carer ar vertu angeliq-mâ, dre’n abec ma anavezer neubeut ar pris ac ar mirit anezi. Beza ez-eo ar vertuz eus an Eneou bras hac eus ar saent Bras. Doue en deus roët a amser-da-amser ar seurt exemplou bras-se, evit disquez peguer coupabl ha peguen inexcusabl eo ar re a heul an inclinationou direglet eus ar c’hiq.

Eil Reflexion. Santes Ediltrud e deus tremenet he buez en ur burete ac un innocanç dign eus a admiration an ælet memes ; cousgoude Doue en deus-hi affliget dre ur c’hlènvet estranch. Doue o veza ar mæstr eus hor buez, a ell hon emproui dre ar c’hlènvet a blich gantàn. Eürus an hini a ra un usaich mad eus ar c’hlènvet ; neubeutoc’h e sant e boan ha cals a virit en deus. Er c’hontrol an nep a zeu d’en em jala en he glènvet ne soufr quet neubeutoc’h evit-ze ; er c’hontrol crisqui a ra e boan dre e chagrin hac e inquietud, ha peguement a veritou hac a gonsolationou n’en em briv quet ar re pere en o c’hlènvet ne songeont nemet en ho foan, heb songeal er pez a ell o c’honforti en o anquen ! Peguen douç eo da un den clàn suporti e glènvet, pa en em laca da songeal er boan en deus meritet evit e fautou tremenet, ha pa gonsider gloar an Eê pehini a ell da vilitout dre e batiantet hac e resination da volontes Doue.