Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Vital

Eus Wikimammenn
◄   Zita Vital Per, merzer eus a urz s. Dominiq   ►


An eizvet var-nuguent a viz Ebreul.


SANT VITAL, MERZER.


————


Ar Sant-mâ, ganet e Milan ha pried da Santes Valerii, a oa ur soudard devot ha vertuzus eus a Arme an Ampalaer. En amser ar Bersecution e console cals hac e sicoure ar Gristenien. E vuez a oa un exempl caër evit an dud fidel hac e honestis a oa admiret gant ar Bayanet memes.

O veza clevet penaus ur Gristen hanvet Ursicin ha Medecin, pehini a oa condaunet da vervel evit ar feiz er guer a Raveen, a goumance crêna, ha penaus ez oa en danger da veza trec’het dre ar spount rac an tourmanchou a oa preparet evintâ, e redas d’e gaout, hac e lavaras dezâ : petra, Ursicin, crèna a rit e fin ar goumbat ? Beza oc’h eus ar gurunen etre ho taouarn : e leset a reot-hu da goueza dre ur spaont væn ? Dougea a rit un hanter-heur a dourmanchou, hac e falfe deoc’h en em brecipita en un tân eternel ! Ha possubl ve penaus, goude beza bet quen habil da barea clènvejou ar re-all, e roac’h deoc’h-hoc’h-unan taul ar maro ? Excitet ho feiz, va breur quæz, ha leun a fizianç er visericord a Jesus-Christ evit pehini e varvit, aichuit gant couraich ho sacrifiç. Ar c’homsou-ze o devoe quement a effet, ma teuas Ursicin da souffr ar verzerinti gant ur couraich vras.

Ur payen a raportas d’ar Barner penaus oa Vital en devoa alyet ha couraichet Ursicin da souffr ar maro quent eguet adori an Doueou. An den maleürus-ze n’en em countantas quet memes a guemense, incita a reas c’hoas ar Barner da ober ive tourmanti Vital.

Ar Sant a oue arretet souden dre urz ar Barner, pehini, goude beza grêt dezâ souffr un tourmant cruel var ar chevalet, a reas e deul en ur fos doun, e pelec’h e taulzer var-nezàn ur bern mæin ha douar. Evelse eo e varvas ar Merzer santel-mâ er bloaz 171.

An den maleürus pehini en devoa incitet ha poulset ar Barner da dourmanti ar sant, a voe souden goudese possedet gant an drour-speret, ha tourmantet gant quement a arraich, ne heane o crial nos-deiz : Va zourmanti a rês, Vital, ma lisqui a rês ; ha da benn seiz devez, evel ne alle muy anduri ar vroes en devore ez eas d’en em deul en ur stær e pelec’h en em veuzas.

REFLEXION.

Peguer mad ê rei un avis pe ur gusul vad d’ar re o deus ezom : un Act eo a garantez pehini a so agreabl bras da Zoue, hac a vilid tir recompanc caër, evel a valid e vuez Sant Vital pehini, dre ar guzul vad a roas da Ursicin, a vilitas e-unan ar Gurunen a Verzerinti.

Eil Reflexion. Lequeomp evez ne aliemp den da ober drouc ebet, rac coupabl e vemp eus ar memes pec’het a rae, hac e vemp responsabl eus an oll dommaich a arrufe. Doue ne vanq quet da bunissa abred pe diveat an nep a ro goall aly, evel ma remerquer er bunition terrubl eus an den maleürus-ze pehini a alyas ar Barner da dourmanti Sant Vital.

Trede Reflexion. Peguer profitabl eo heul un avis pe un aly mad ! Ursicin en deus bet an eur da veza ur Sant hac ur Merzer, evit beza heuliet an avis a roas dezâ Sant Vital. Heuliet bepret an avisiou mad a vezo roet deoc’h : en em gaout a reot bepret guell a guemense, elec’h ma ho pe queuz goudeze ma vancac’h d’o heulia. Quemerit cusul digant un den fur ha prudant en hoc’h afferiou important, temporel ha spirituel ; dre ar voyen-se e vezo ho coustianç e peoc’h hac a vefot countan.


————