Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Zita

Eus Wikimammenn
◄   Marcellin Zita Vital   ►


Ar seizvet var-nuguent a viz Ebreul.


SANTES ZITA, GUERC’HES,
SQUÊR HAC EXEMPL AR MITYSIEN.


————


Santes Zita, merc’h da un den paour divar ar mæs, taust d’ar Guær a Lûq, e devoa a vianic ur vodesti hac un douçder ravissant. Avoalc’h oa lavaret dezi e tisplige un dra da Zoue evit n’e devize eus ountâ epad e oll buez. D’an oad a zaouzec vloaz e voe lequet da servicha e ty ur bourc’his eus a Lûq : an ty-ze a so c’hoas e veneration. hirio an deiz ; hac e veler peintet var ar vogueriou actionou principala hac ar miraclou a reas en he buez.

Ar vates santel-mâ a gomprenas penaus ar guir devotion a gonsist oc’h en em acquita en ur fæçoun parfet eus e zeveriou, hac en em applicas da guemense. Mintin-mad e save evit ober oræsoun ; bemdez e cleve an oferen abars ma oa poent ober he labour. Beza e voa sourcius, diligeant, humbl, oboissant ha patiant meurbet. Piou n’en divize quet lavaret ez tlie beza istimet ha meulet gant quement hini e anaye ? Gousgooude Doue a bermetas ma oue exercet he fatian epad ouspen ur bloaz ; goapeet ha dispriget e voe : he mæstres e c’hemere gueich evit innoçantes gueich evit ur plac’h orgouillus ; quemeret a reas câs out-y, ha ne gave mad netra a guement a ree ; ar servicherien-all eus an ty a lavare ive goassa ma ellent anezi. Ar plac’h santel na zigoras morse he guenou evit en em glem, hac a ree bepret he servich gant ar memes peoc’h ha gant ar memes laouender. He Mæstres a aznaveas erfin an tènzor e devoa en he zy, ha pep-unan a zeuas da aznaout e vertuz ha da gaout un istim vras evit-y. Ar cenchamant-se a reas poan dezi, dre ma prefere ar souffrançou hac an humiliationou d’an oll istim ha d’an oll meuleudiou eus an dud.

He Mæstr hac he Mæstres o devoe a-neuse quement a fizianç enny ma rezont dezi an emmel eus a beptra. Muy a sourcy e devoa eus an traou eguet pa vizent bet dezi e-unan ; consideri a ree quement a oa elre he daouarn hac en he c’harg evel un dra a behini e tlie renta cont da Zoue. Epad taust da hanter-cant vloaz ma chommas en ty-ze, biscoas ne voe guelet dilabour ; ha custum e devoa lavaret penaus ar vertuziou principal eus ur servicheres cristen eo dougeanç Doue, ar fidelite, an humilite ha caret al labour.

Quen dilicat e voa var ar burete ha selle morse ous un den en e faç en e labourou poaniussa ne glasque jamæs he æzamant, na ne daule morse he dillat gant aoun na vize quet guisquet en ur fæçoun modest avoualc’h. Ur mevel o veza bet an insolanç da lavaret desi ur goms dishonest ha lubric, e quemeras quement a euz ma oa prest da sortial eus an ty, pane-vet ma voe chasseet var an heur all libertin-ze.

Ne devoa nemet un habit simpl, abalamour ma roe tout d’ar beaurien, hac alies e tivoere he boed evit e rei dezo ; ne roe jamæs cousgoude netra heb permission. He Mæstr o velet e cresque e vadou etre he daouarn, a bermetas dezi rei an alusen gant larguentez : e ober a eureu gant prudanç, mæs ivez gant liberalite ; ha Doue a amprouas he charite dre meur a Viracl. En un amser a guernez, goude m’e devoa roet an darn-vuya eus an yd a oa e grignol he Mæstr, e oue caet ar grignom leunoc’h evit ma oa abars m’e devoe græt an alusen. Ur veich-all un den paour ha clàn, o veza deut da c’houlen digant-y ur banne guin en un amser ne devoa quet da rei, e voa qeuz bras gant-y ; mæs, evel ma edo neuse o tenna dour eus ar punç, ha ma en em gavas dre bermission Doue an dour a dennas, cenchet e guin, e cavas ar voyen da soulagi an den paour-ze, nac ar punç-se a hanver c’hoas bremâ punç Santes Zita.

Petra bennâc na goll morse ar guêl a Zoue e creiz he oll labourou, ha ma eller lavaret ez oa he buez un oræsoun continuel, cousgoude goude beza labouret epad an deiz, e tremene alies un amser vras eus an nos e contemplation ; hac ar servicherien-all o deus rentet testeni da veza guelet meur a veich ur sclærigen gaër en he c’hampr.

Unan eus he devotionou a oa pidi Doue bemdez da scuilla e venediction var labour ar re a laboure evit silvidiguez an eneou. Beza en devoe ive un truez bras ous ar griminalet condaunet d’ar maro : doubli a ree he fedennou evit obteni dezo ar c’hraç da anduri o suppliç gant ur speret a binigen ha da gaout ur maro mad.

Erfin e couezas clàn. Den na grede e tleze mervel ; mæs ar Santes, guel instruet eus he heur diveza, a c’houlennas hac a recevas he Sacramanchou gant un devotion pehini a douichas an oll ; hac en ur ober Actou a Garantez, pere a oa quer familier dezi epad he buez, e rentas he Ene da Zoue ar bempet devez eus he c’hlènvet, e bloaz 1272 oaget a dri-uguent vloaz.

REFLEXION.

Ne deus condition quer paour na quen dister er bed, na eller enni, gant ar sicour eus ar C’hraç, beza ur Sant pe ur Santes vras. Peguer consolant eo ar virionez-mâ !

Mæs ive pebes queuz sioaz ! pebes confusion evit tud puissant ha pinvidic var an douar pa velint marteze eus an Ifern ar plaç caër hac ar renq huel a zalc’ho ebars an Eê ar re distera eus o servicherien.