Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
19 Guenver.
Sant Canut.


Ar Sant oc’h aznaout emedo var ar poent da anduri ar maro evit ar justiç, en em rentas en Ilis Sant Alban Merzer, evel er plaç eus e Gombat ; hac, o veza recevet e Sacramanchou, e recommandas e Ene da Zoue. Souden goude e teuas d’y ur foul a Bobl revoltet. Ar Roue santel en em lequeas var treit an Auter, var e zaoulin, hac, evel un oan innoçant, pehini a yee da veza sacrifiet, e lavaras : Offri à ràn deoc’h gant joa, o va Doue, ar rest a vuez a chom guenê ; mervel a ran evit difen ha souten hoc’h Ilis ; recevit ar sacrifiç a ran deoc’h, ha grit, dre ho craç, ma teui un deiz an dud-mâ da gaout ur guir glac’har eus o c’hrim, evit ma vezint pardounet gueneoc’h evel ma o fardounàn a greis va c’halon. En ur lavaret ar c’homsou diveza-mâ, e voe treuzet gant birou pere a denner varnezàn eus a bep-tu. Mervel a eureu er bloaz 1087.

Ar Pap Clemant, decvet eus an hano-ze, excitet dre an nombr bras a Viraclou a errue bemdez dre intercession ar Merzer santel-mâ, a ordrenas ober, dre an Ilis uuiversel, un Ofiç en e enor.

REFLEXION.

An devotion hac ar vortification eus ar Roue-mâ a gondaono un deiz al laichete eus a gals a Gristenien. Ha recevet mad e vezimp-ni da lavaret ne voa quet possubl ebarz er bed cundui ur vuez mortifiet, hac en em acquita eus an oll deveriou christen, pa vezo disquezet deomp ur Sant Canut, ha quenalies a Brincet Santel, pere o deus conservet o innocanç dre ar pratiq eus ar pinigennou brassa, e creiz ar bed ha var an trôn ? Beza o devoa ar memes Religion evel hon eus, mæs hac heulia a reomp-ni ar memes Aviel ? O cundui ur vuez quen dishènvel dious o hini, esperout a ellomp-ni ar memez recompanç hac ar memes eürusdet ?

Eil Reflexion. Enorabl ha glorius eo mervel evel Sant Canut, evit ar Feiz hac evit difen ha souten caus an Ilis : hon bezet da viana ar gonsolation hac ar gloar da veva evel guir bugale d’an Ilis.