Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Guenver.
63
Sant Canut.


An naontecvet devez a viz Guenver.


SANT CANUT, ROUE HA MERZER.


————


Sant Canut a oa Mab da Suenon Roue Danemark, pehini a reas e instrui gant Mistri habil ha vertuzus. Ar Prinç yaouanc a brofitas quement eus an instructionou mad en devoa recevet, ma tremenas e yaouanctis en ur santelez admirabl.

Goude ma voue Curunet Roue, e guenta sourci a voe da lemel eus e Rouantelez an disurzou publiq, ha da lacaat un urz caër etouez e sugidi, quen dre e ordrenançou, quen dre e exempl.

Ar Bobl eus an nord, pere a voa tud sauvaich hac infidel, o veza en em revoltet, e c’houneas ar victor varnezo, ha neuse e cassas d’y Missionerien santel pere a labouras gant cals a frouez evit o c’honversion.

Goude m’en devoa lequeet ar peoc’h en e oll Stadou, e reas sevel cals, a Ilisou nac a Hospitaliou. Ober a reas presant d’an Ilis a Rosclit eus e Gurunen pehini a voa eus ur pris bras meurbet, en ur lavaret penaus an traou preciussa a dlie quent servichout da orni ar plaçou consacret d’ar vajeste a Zoue eguet da gountanti vanite ar brincet.

E vodesti hac e respet dirac ar Sacramant adorabl a ravisse pep-unan. E zevotion evit an Itron Varia a re ma felle dezàn e vize celebret he Goueliou gant solennite dre e oll Rouantelez. Ouspen ar yuniou ordrenet gant an Ilis, e ree c’hoas cals a reall ; douguen a ree ur Ciliç rust dindan e Habijou royal ; en ur guer pratica a ree quement a voa capabl d’e gundui e ber amser d’an huela poent a santelez.

Ar princ-mâ, pehini en devoa bepret un desir ardant da broculi gloar Doue hac avantaich an Ilis, ô veza græt ordrenançou var ar sujet-se, tud maleürus hac impy a exitas ur revolt etoues ar bobl en e enep.