Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
18 Guenver.
Cador Sant Per.


Mar doump obliget da drugarecât Doue eus e c’hraçou, pebes actionou a c’hraç, na dleomp-ni quet renta dezâ da veza hon recevet en Ilis hac en nombr eus e vugale, dre ar Sacramant a Vadiziant ! Evit e drugarecat eus ur faver quer bras, leveromp bemdez, gant muy a attantion, ha gant cals a aznaoudeguez-vad, ar c’homsou-mâ eus an Adoration : Me ho trugarecâ, va Doue, eus hoc’h oll madelezou d’am beza : En Ilis recevet.

Douguen a reomp an hano a Gristenien ; mæs ha bevet hon eus-ni bete vremâ e guir Gristenien ; ma n’hon eus-èn quet græt, consideromp petra a dleomp da ober evit rapari hor faut, hac evit cundui ur vuez din eus un hano quer santel.

Oræsoun evit nevezi ar Bromessaou eus ar Vadiziant.

Drindet Santel hac adorabl, Tad, Mab ha Sperel Glàn, tri Ferson en un Doue, ho trugarecât a reomp da veza hon recevet en Ilis hac en nombr eus ho bugale, dre ar Sacraraant a Vadiziant. Ra zeui an oll Sperejou eürus, an oll Sænt ha Santeset eus an Eê, hac ispicial hor Patronet, d’en em unissa gueneomp evit hor sicour d’ho trugarecât eus a ur c’hrag quer bras.

Nevezi ha ratifia a reomp an angageamant santel hon eus contractet en ur fæcoun quer solennel, en deiz eus hor Badiziant. Renonç a reomp d’an drouc-speret, d’e demptationou ha d’e aly milliguet ; renonç a reomp d’ar bed corrompet, d’e c’hloar ha d’e vaniteou ; renonç a reomp d’ar c’hiq, d’e inclinationou direglet ha maleürus.

Cristenien oump, o va Doue, dre ho craç ; na bermetit quet e tissenoremp un hano quer santel. Protesti a reomp penaus e fell deomp, eus a vremâ betec hor maro, gant ar sicour eus ho craç, lacât hoa oll gloar hac on oll joa o viret ho Lesen just ha santel, pehini a vezo da viquen evidomp ur soureen a venediction hac a eürusdet.