pehini a oa diaguent ar sourcen eus an errol, hac ar vamen eus ar superstitionou payen, da veza af væstres eus ar virionez, ar Guær principal eus ar Religion, hac ar Vam gommun eus an oll Ilisou ; evil ma teuzie an oll nationou, an oll bobl da receo ar sclerigen eus ar virionez digant ar Guær principal eus ar bed. Conservi a rêr c’hoas e Rom Cador Episcopal Sant Per, pehini a c’houarnas an Ilis, er Guær a Rom, epad pemp bloaz var-nuguent, hac a gurunas eno e labourou aposloIiq, dre ur verzerinti glorius.
Bep bloaz e celebrer ar memor eus an devez eürus e pehini Sant Per a blaças e Gador episcopal e Rom, hac e pehini e coumancas da exerci eno e labourou apostoliq. Peb bloaz e celebrer an dedy eus a pep Ilis parres ; dre ar memes ræsoun hac er memes intention ez ê en em obliget ar Pabet hac an Isquibien da celebri pep bloaz, gant un devotion hac ur fervor special, an devez ma zint bet sacret. Ar c’honcilou a exhort ive ar Veleyen da celebri gant cals a zevotion an deiz anniverser eus o ordination , en ur redoubli en deiz-ze o actionou a graç da Zoue, en ur consideri, gant mui a attention, ar santelez eus o fonctionou ; hac en ur ober muy a reflexion var an obligationou bras eus o c’harg.
Dre ar memes ræsoun pep cristen a dle celebri bep bloaz an devez m’en deus bet an eur-vad da receo ar Sacramant a Vadiziant, o tremen an deiz-se gant muy a zevotion, o nevezi ar bromessaou o deus græt evintâ da Zoue e baëron hac e vaeronez da renonç d’an drouc-speret, d’e oll bompou ha d’e oll œuvrou, hac erfin oc’h en em offr hac en em rei oll da Zoue. Sant Charles a ordrenas an devotion-mâ er c’huec’hvet Concil a Vilano, hac a verq penaus Sant Gregor a Nazianç a assure oa an usaich ancien da celebri bep bloaz an devez eus a Vadiziant, dre pep seurt exerciçou devot, ha penaus e tlye an tadou ha mamou caout ar sourci da zigaç sonch d’o bugale eus an deiz-se ; ha rei dezo an exempl a guemense.