Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
17 Guenver.
Sant Anton.

gant an demptation ! Ha soueset e tleomp-ni beza mar deu quement a dud d’en em goll, ha quen neubeut d’en em savetei !

Mar fell deomp eta beza eus an nombr bihan ar re salvet, pellaomp dious an occasionou, beillomp varnomp hon-unan, savomp hor c’halon varzu Doue, e coumançamant an demptation, resistomp ous an Drouc-Speret, hac e tec’ho diouzomp. Lequeomp bepret hor fizianç e Doue, mæs na fiziomp jamæs var hon nerz hon-unan.



An trivec’hvet devez a viz Guenver.


SANT PER.


————


Ar Gouel-mâ a so instituet ê memor eus an deiz eürus e pehini e plaças Sant Per e Gador episcopal er Guær a Rom, hac e coumancas da exerci eno e labourou apostoliq.

Goude ma voe disquennet ar Speret Santel var an Ebestel, ha m’en devoa o c’harguet eus e zonezonou, n’o devoe muy quen sonch nemet da heulia e inspiration, d’en em acquitta eus an deveriou eus o mission ha da gaç ar sclerigen eus ar Feiz dre ar bed oll.

Er partaich a voe græt eus ar bed etre an daouzec Abostol, Sant Per, evel ar penn eus an Ebestel, ha Viquel da Jesus-Christ, a voe destinet gant Doue evit ar Guær a Rom, ar Guær quenta ha principala eus ar bed.

An Abostol bras-mâ, goude beza douguet ar sclerigen eus an Aviel e Judee ; goude beza gouarnet epad seiz vloaz an Ilis a Anlioch, goude beza prezeguet ar Feiz e Galatii, e Capadoç, en Asii hac e Bitini ; goude beza convertisset meur a bobl, ha græt un niver bras a viraclou, a zeuas, vardro pemzec vloaz goude maro hor Salver, da etablissa e zemeuranç er Guer à Rom.

Evelhen e favelzas da Zoue e teuzie er Guær a Rom,