Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 Guenver.
59
Sant Anton.


Sant Anton a laboure cals d’o instrui : hac e lavare dezo ispicial penaus, evit avanç er berfection, e voa ret songeal ha cridi e mer bemdez o coumanç, ha penaus, petra bennâc a raemp, ne deus proportion ebet etre ar pez a reomp, nac ar recompans a brepar Doue deomp. Mar fell deoc’h trec’hi an Drouc-Speret, a lavar-èn c’hoas alies : pidit hac en em vortifiet bepret, bezit humbl, disfyet eus ac’hanoc’h hoc’h-unan, ha liquit ho fianç e Doue.

Ar Sant-mâ ne voa quet destinet hebquen gant Doue evit instrui Religiuset, choaset en devoa èn c’hoas evit convertissa an infidelet, evit trec’hi an Heretiquet, hac evit consoli ar Verzerien.

O veza clevet e voa cunduet d’ar Guær a Alexandrii un niver bras a Gristenien, evit beza Merzeryet, en em rentas eno evit o assista er prisonniou, ha ne abandounas quet anezo quen o devoa rentet da Zoue ar Sacrifiç eus o buez. Eno e convertissas un nombr bras a Bayanet, hac e vrassa desir oa beza Merzer e-unan.

D’an oad a bevar bloaz ha cant e sortias eus e Zeserz, hac en em rentas c’hoas e Alexandrii evit disput ous an Heretiquet, da bere e sarras o guenou dre e Zoctrin admirabl.

Erfin, oaget a bemp bloaz ha cant, eus a bere en devoa tremenet pemp ha pevar-uguent er binigen ar vrassa, goude beza graet un exortation d’e Religiuset, e rentas e Ene da Zoue gant ur joa vras, merquet var e visaich, er bloas 356.

REFLEXION.

Mar d’eo bet temptet e quel lies fæçoun ar Sænt, goude beza renoncet d’ar bed, pell dious an occasionou, an Deserz, e creiz ar rusta pinigen, penaus e allomp-ni en em gridi en assuranç e creiz an dangerou ? Pebes e vez a lequeomp-ni evit en em zioual ous hon adversourien, a be seurt armou en em servichomp-ni evit en em zifen out-o ? Mæs leveromp quent, peguement a dud so, pere en em daul a galon-vad e creiz an occasionou dangerussa ? Pebes follentes ! Ha soueset e tleont-ii beza mar dint trec’het