Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
17 Guenver.
Sant Anton.

hor Salver da un den pinvidic : Mar fell deoc’h beza parfet, iit, guerzit ar pez hoc’h eus, ha roit-èn d’ar beaurien, hac ho peso un tènsor en Eê : Ar c’homsou-ze en touichas , ha ne douetas quet ne voa ar vouez a Zoue pehini a barlante ountân. Guerza a reas heb dale eoll vadou, ha distribui a reas ar pris d’ar beaurien.

Neuse en em dennas en un Deserz, e pelec’h e reas e oll bossubl evit imita quement-hini en devoa remerquet oc’h excellien ur vertuz bennâc. An drouc-speret en em servichas a bep seurt moyennou evit clasq ober dezâ quitaat ar stad-ze e pehini e cundue ur vuez Celestiel : represanti a reas dezâ an dangerou da bere e oa exposet en Deserz, hac e dempti a eureu dre songesonou horrubl a enep ar burete ; mæs e galon o chasseas bepret ; hac, evit en em greaat a enep un adversour quen dangerus, e crescas e binigennou. Divar neuse ne zebre muy nemet ur veich an dez, goude cuz-heaul, ha ne guemere nemet bara ha dour gant un nebeut holen ; tremen a rec an nos casi-oll o pidi, hac evit guele n’en devoa nemet ur planquen.

Evil pellaat muy-oc’h muy diouz ar bed, en em dennas var ur menes ; hac e chommas eno uguent vloaz en despet d’an oll finessaou ha d’an oll effort eus an drouc-sperejou.

Evel ne gave pligeadur na contantamant e netra nemet en Oræsoun hac er gontemplation, en devoa c’hoant bras da veza diaznaveset gant ar bed, hac e quemere cals a sourci d’en em zerc’hel cuset : cousgoude ne zisquese morse en divise poan ebet evit guelet an nombr bras a dud a zeue d’e gaout var ar menez, ha ne ree quet a zificulte da respont da guement a c’houlennent digantâ ; hac evel ma oa e galon leun a garantez Doue, e ree souden antren ar memes carantez divin en o c’halonou.

Ar brud eus an Tad bras-mâ eus an Deserz o veza eet en Afriq, en Italy, e Franç, ha casi dre ar bed-oll, e teuas ur foul a dud d’e gaout evit tremen o buez dindan e zirection : rel e oa sevel cals a Gouenchou ; hac, e neubeutoc’h evit dec vloaz, e oa meur a vil Religius.