Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 Guenver.
55
Sant Paul.

gant un nombr bras a Ælet en dro dezân. Neuse en em strincas d’an douar, hac e lavaras, en ur grial : Ah, va Zad quêr, perac em dileset-hu ? A red oa din-me hoc’h aznaout quen diveat evit ho coll quen abred ! Pa erruas er c’havarn e cavas Corf ar Sant var e zaoulin, e benn savet, hac e zaouarn astennet varzu an Eê. Lacaat a reas dezâ ar vantel en devoa digacet, hac e canas Salmou, hervez custum an Ilis. Goude beza enterret ar c’horf santel, e quemeras ar sae en devoa great Sant Paul a zeliou palmes, hac o veza distro d’e Gouent, ne vancas morse d’eguisca da voueliou Pasq ha d’ar Pantecost.

REFLEXION.

Sant Paul o tec’het arauc ar bersecution a gaf en deserz e silvidiguez, e repos hac e berfection. O ! peguet guir eo , penaus ar bersecution a so avantaichus deomp, ha penaus ar re hor persecut a ra deomp alies muy a vad eguet e zrouc.

Eil Reflexion. Ar c’henta sonch en devoa Sant Paul ne voa quet chom bepret en deserz, mæs beza ez oa dessin eus a Zoue pehini a reas dezâ santout eno quement e zoucder, ma tisprisas a-neuse ar bed hac e bligeadurezou. Ene christen, en amser ma teu Doue d’ho quervel, ha pa fell dezâ ho tistaga dious ar bed petra hoc’h ampech-hu na heuliet e inspiration ? Rac petra hoc’h eus-hu aoun ? Emprouit ha tanvaït peguen douç eo beza-oll da Zoue. An difficulteou a zisparisso, pa ho pezo coumancet ; ne gollot quet ho pligeadurezou, mæs o sench a reot en ur joa puroc’h, dousoc’h ha santeloc’h.



Ar c’huezecvet devez a viz Guenver.


SANT MARCEL, PAP HA MERZER.


————


Ar Sant-mâ en devoa ur vertuz hac ur mirit quer bras, ma voe choaset evit Pap, goude ma voe bet merzeriet ar Pap Sant Marcellin.