Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
16 Guenver.
Sant Marcel.


Ober a eureu reglamanchou caër evit gouarnamant an Ilis, hac evit chench ar goal gustumou : ouspen-ze e fountas er Guær a Rom pemp parres var-nuguent, evit ur gommodite vrassoc’h d’ar bobl da assista en Ofiç divin, da receo ar Sacramanchou, ha da glevet comsou Doue.

An Tirant Maxanc a fallas dezâ e gontraign da offri ezens d’an Doueou. Ar Sant o veza e reüset, gant ur gouraich dign anezâ, an Tirant a reas e scourgea en ur feçoun gruel, hac er c’hondaonas da servicha er marchaussy public eus a Rom, o songeal penaus ar maro nevoa quet evit ur Pontif souveren, un tourmant quer criz, evel tremen e vuez en ur stad quer poanius ha quen disprisabl.

Ar Pap santel rentet mevel marchaussy abalamour d’e fidelile evit Jesus-Christ, a veute cant gueich an dez an hini eus a behini en em estime re eürus da imita ar soufrançou hac an humiliationou.

Ar Gristenien a zeue a bep lec’h evit guelet hac admira o Fastor santel ; o c’houraichi a ree dre e exhorlationou, o ravissa dre e zouçder, hac o instrui dre e exemplou.

Nao miz a voa ma edo Sant Marcel en ur stad quen truezus, pa gavas an dud a Ilis ar voyen d’en dilivria ac’hano, na d’e gaç da dy un Intànves vertuzus, hanvet Lucina, pehini en recevas gant cals a joa ha cals a respet. An Intànves santel-ze o velet an nombr bras a Gristenien a zeue d’y da gaout Sant Marcel, er pedas da zeneh he zy en un Ilis.

Quentre ma voue consacret an Ilis nevez-ze ; ar Pap santel a celebre bemdez ar Mysteriou divin, hac a guemere ur sourci dreist ordinal da instrui e bobl fidel, pehini a zirede d’y e foul. Maxanç, o veza bet avertisset eus ar pez a dremene, a zeuas dre e fulor ha dre e impiete da ober ur marchaussy eus an Ilis se hac a gondaonas ar Sant da echui eno e vuez, en ur miser ar brassa.

An enor da soufr evit Jesus-Christ a gargue Sant Marcel a joa ; mæs allas ! profanation ar plaç santel a voa evintàn un tourmant horrubl : contraign e voa cousgoude d’e enduri ; e oll gonsolation voa gouelc’hi gant