Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
15 Guenver.
Sant Paul.

anter-cant, Doue, evit disquez ar sourci a guemer eus ar re a guitâ pep-tra dre garantez evintâ, a reas digaç dezâ bemdez dre ur Vran un anter bara, evel gueichal d’ar Profet Ely ; hac ar miracl-se a badas bete fin e vuez.

Doue a falvezas dezâ erfin rei da aznaout d’an oll an tènsor cuzet-mâ. Sant Paul en devoa dija trizec vloaz ha cant, pa oa cunduet Sant Anton en deserz-se, dre ur revelation divin. An daou Sant a zeuas d’en em aznaout ha d’en em c’hervel an eil eguile dre e hano, heb beza en em velet biscoas. Epad ma en em antretenent eus an traou Celestiel, eharz ar Feunteun, e tisquennas ar Vran, pehini a lacaas dirazo ur bara en e bez. Admirit ar vadelez a Zoue, a lavaras neuse Sant Paul : try-uguent vloaz so e recevân bemdez evel-hen un anter-bara ; mæs hirio en deus doublet or bevanç abalamour deoc’h. Trugarecât a resont an Autrou Doue, hac, o veza gret ar beden, e asesont var bord ar Feunteun evit dibri. Goudear repas bian-se, e tremenzont an nos en Oræsoun.

Da c’houlou-dez, Sant Paul a lavaras da Sant Anton e oa prest da vervel, ha penaus e oa digacet d’y gant Doue evit e enterri. Sant Anton a goumanças da vouela, ha d’e bidi n’en abandonze quet, pe da obteni evintâ ar c’hraç da vervel gantàn.

Ne dleit quet preferi hoc’h avantaich hoc’h-unan da c’hloar Doue, a respontas Sant Paul ; ho Tisquibien o deus ezomp ac’hanoc’h, ar c’hrag a c’houlennàn digueneoc’h, eo monet da guerc’hat ar Vantel en deus roet deoc’h an Escop Athanaas, evit goloi ma c’horf goude ma maro. Sant Anton, goude beza pocquet d’e zaouarn, pere a vouelc’has gant ezaelou, a zistroas d’e Gouent, e pelec’h e lavaras d’e Religiuset: ne doûn siouas-din nemet ur pec’her, pehini a so in-din da zouguen an hano a Religius : guelet am eus ar Profet Ely, guelet am eus Sant Yan Badezour en deserz ; ne lavaras quet davantaich : hac o quemeret Mantel Sant Athanaas, en em lacaas adarre en hent. Etretant Sant Paul o veza deut da vervel, Sant Anton er guelas o pignat en Eê e creiz ur sclerigen gaër,