Buhez ar Sent/1837/Anton
◄ Marcel | Anton | Gouel s. Pèr e guenver ► |
r Sant-mâ, guinidic eus an Egypt, goude besa
collet e dad hac e vam d’an Oad a uguent vloaz, a
glevas lenn en Aviel ar c’homsou-mâ, pere a lavaraz hor Salver da un den pinvidic : Mar fell deoc’h beza
parfet, iit, guerzit ar pez hoc’h eus, ha roit-èn d’ar
beaurien, hac ho peso un tènsor en Eê : Ar c’homsou-ze
en touichas , ha ne douetas quet ne voa ar vouez a
Zoue pehini a barlante ountân. Guerza a reas heb
dale eoll vadou, ha distribui a reas ar pris d’ar beaurien.
Neuse en em dennas en un Deserz, e pelec’h e reas e oll bossubl evit imita quement-hini en devoa remerquet oc’h excellien ur vertuz bennâc. An drouc-speret en em servichas a bep seurt moyennou evit clasq ober dezâ quitaat ar stad-ze e pehini e cundue ur vuez Celestiel : represanti a reas dezâ an dangerou da bere e oa exposet en Deserz, hac e dempti a eureu dre songesonou horrubl a enep ar burete ; mæs e galon o chasseas bepret ; hac, evit en em greaat a enep un adversour quen dangerus, e crescas e binigennou. Divar neuse ne zebre muy nemet ur veich an dez, goude cuz-heaul, ha ne guemere nemet bara ha dour gant un nebeut holen ; tremen a rec an nos casi-oll o pidi, hac evit guele n’en devoa nemet ur planquen.
Evil pellaat muy-oc’h muy diouz ar bed, en em dennas var ur menes ; hac e chommas eno uguent vloaz en despet d’an oll finessaou ha d’an oll effort eus an drouc-sperejou.
Evel ne gave pligeadur na contantamant e netra nemet en Oræsoun hac er gontemplation, en devoa c’hoant bras da veza diaznaveset gant ar bed, hac e quemere cals a sourci d’en em zerc’hel cuset : cousgoude ne zisquese morse en divise poan ebet evit guelet an nombr bras a dud a zeue d’e gaout var ar menez, ha ne ree quet a zificulte da respont da guement a c’houlennent digantâ ; hac evel ma oa e galon leun a garantez Doue, e ree souden antren ar memes carantez divin en o c’halonou.
Ar brud eus an Tad bras-mâ eus an Deserz o veza
eet en Afriq, en Italy, e Franç, ha casi dre ar bed-oll,
e teuas ur foul a dud d’e gaout evit tremen o
buez dindan e zirection : rel e oa sevel cals a Gouenchou ;
hac, e neubeutoc’h evit dec vloaz, e oa meur
a vil Religius.
Sant Anton a laboure cals d’o instrui : hac e lavare dezo ispicial penaus, evit avanç er berfection, e voa ret songeal ha cridi e mer bemdez o coumanç, ha penaus, petra bennâc a raemp, ne deus proportion ebet etre ar pez a reomp, nac ar recompans a brepar Doue deomp. Mar fell deoc’h trec’hi an Drouc-Speret, a lavar-èn c’hoas alies : pidit hac en em vortifiet bepret, bezit humbl, disfyet eus ac’hanoc’h hoc’h-unan, ha liquit ho fianç e Doue.
Ar Sant-mâ ne voa quet destinet hebquen gant Doue evit instrui Religiuset, choaset en devoa èn c’hoas evit convertissa an infidelet, evit trec’hi an Heretiquet, hac evit consoli ar Verzerien.
O veza clevet e voa cunduet d’ar Guær a Alexandrii un niver bras a Gristenien, evit beza Merzeryet, en em rentas eno evit o assista er prisonniou, ha ne abandounas quet anezo quen o devoa rentet da Zoue ar Sacrifiç eus o buez. Eno e convertissas un nombr bras a Bayanet, hac e vrassa desir oa beza Merzer e-unan.
D’an oad a bevar bloaz ha cant e sortias eus e Zeserz, hac en em rentas c’hoas e Alexandrii evit disput ous an Heretiquet, da bere e sarras o guenou dre e Zoctrin admirabl.
Erfin, oaget a bemp bloaz ha cant, eus a bere en devoa tremenet pemp ha pevar-uguent er binigen ar vrassa, goude beza graet un exortation d’e Religiuset, e rentas e Ene da Zoue gant ur joa vras, merquet var e visaich, er bloas 356.
Mar d’eo bet temptet e quel lies fæçoun ar Sænt, goude beza renoncet d’ar bed, pell dious an occasionou, an Deserz, e creiz ar rusta pinigen, penaus e allomp-ni en em gridi en assuranç e creiz an dangerou ? Pebes e vez a lequeomp-ni evit en em zioual ous hon adversourien, a be seurt armou en em servichomp-ni evit en em zifen out-o ? Mæs leveromp quent, peguement a dud so, pere en em daul a galon-vad e creiz an occasionou dangerussa ? Pebes follentes ! Ha soueset e tleont-ii beza mar dint trec’het gant an demptation ! Ha soueset e tleomp-ni beza mar deu quement a dud d’en em goll, ha quen neubeut d’en em savetei !
Mar fell deomp eta beza eus an nombr bihan ar re salvet, pellaomp dious an occasionou, beillomp varnomp hon-unan, savomp hor c’halon varzu Doue, e coumançamant an demptation, resistomp ous an Drouc-Speret, hac e tec’ho diouzomp. Lequeomp bepret hor fizianç e Doue, mæs na fiziomp jamæs var hon nerz hon-unan.