devoa quen studi na quen sonch nemet da broculi gloar Doue. Chetu-ase ar goumbad caër pehini a bad bete ar fin etre Doue hac ar Sænt ; Doue a ra o enori, hac ind-ii ne songeont nemet d’e servicha ha d’e c’hlorifia. Eürus ar servicher pehini a vezo cavet ganl Doue o labourat evelse evit e c’hloar.
n Ampalaer Dess o veza en em lequeet da bersecuti
ar Gristenien, ar Sant-mâ, guinidic eus an Tebaiid,
en em dennas var ar mæs en un ty distro, evit en
em lacât en abri eus ar bersecution ; eno e coumanças
tànva an douçder eus ar solitud, hac ar joa interior
a gaver er retret, oc’h en em occupi a Zoue hebquen.
Mæs, evel n’en em gave quet c’hoaz en assuranç eus e vuez, en em dennas var ur Menez bras, oaget neuze a zaou vloaz var-nuguent. E guenta sonch oa da zeport ma vize tremenet amser ar Bersecution, mæs Doue en devoa un intantion-all varnezâ.
O veza avancet doun en Deserz, e remercas ur C’havarn, hac e cavas ê diabars ur gambr da behini ur Vezen Palmes a serviche da doen, dre he brancou, gant ur feunteun equichen.
O velet ur plaç quen distro dious trouz ar bed, e santas cresqui e garantez evit ar solilud ; hac o consideri ar c’havarn-ze evel un demeuranç preparet evintâ gant ar Brovidanç divin, e quemenas ar resolution da dremen eno ar rest eus amser.
Eus a neuse ne songeas muy nemet da gontempli ar berfectionou infinit a Zoue hac ar guirionezou eternel. E oll vagadurez oa ar frouez a zougue ar Vezen Palmes, hac an deliou anezi a serviche dezâ da viscamant. Pa voe deut d’an oad a dri bloaz hac