e c’houlenne ma vize permetet dezâ disput ous an heretiquet, en ur Gonferanç public e presanç e Vajeste. Ar re-mâ oc’h aznaout e squiant hac e Zoctrin, ne gredzont quet en em exposi, gant aoun na droze an disput d’o-mez ha d’o c’honfusion ; caout a resont un digare evit alya ar prinç d’e gaç en dro d’e guær a Boitie.
Ar Sant a voe recevet en oll Quæriou var e hent, evel ur c’honfessor glorius a Jesus-Christ, pehini a zistroe triomphlant eus an herisi. Æz eo-compren gant pebes joa, gant pebes respet ha gant pe seurt triomphl e voe recevet gant e bobl.
Ar Sant bras-mâ, goude beza labouret gant ur zêl hac ur gouraich infatigabl evit souten an Ilis hac evit gloar Jesus-Christ ; goude beza bet istimet hac enoret gant an oll dud fidel ha gant ar Santela Esquibien, pere er c’honsidere evel o squer hac o exempl, goude beza bet amprouet ha purifiet dre ar bersecutionou, oaget a seiz vloaz ha tri-uguent, ha leun a vilidou, a derminas ur vuez quer poanius, mæs ive quer glorius, dre ur maro c’hoas preciussoc’h dirac Doue,er bloaz 368.
Sant Hiler o lenn ar Scritur Santel a zescas squiant ar Sænt, da lavaret ê, an nent eus ar silvidiguez hac eus ar berfection ; pebes mez evit Christenien ; coll amser o lenn canaouennou alies criminal, ha bepret inutil. Studiet squiant ar Sænt, mar fell deoc’h beza Sant un deiz.
Eil Reflexion. Ar Sant-mâ en deus studiet ha labouret pell amser evit compos daouzec Levr var Myster an Drindet Santel, evit esplica ar Myster bras hac adorabl-mâ. Pebes sourci a quemerit-hu da esplica ar myster-ze hac ar re-all da dud ho ty pe d’ho pugale.
Trede Reflexion. Doue a reas da Sant Hiler ar c’hraç da zistrei dious e exil, victorius ha treac’h d’an heretiquet pere o devoa e bersecutet. Recevet e voe gant cals a enor ha gant triomphl en oll Quæriou dre bere e tremenas. Doue a ree enori ar Sant-mâ hac en n’en