r Sant-ma a voa guinidic eus ar Poëtou. E dad
hac e vam o devoa ar malher da veza payanet. Hiler
pehini en devoa ur speret hac un inclination vad,
a goumance santout, dre ar sclerigen eus ar ræsoun,
peguer væn e voa ar superstitionou payen, pa gavas,
dre un effet particulier eus ar brovidanç, Levr ar
Scritur Sacr. O lenn al Levr-ze, e teuas, gant ar
sicour eus ar c’hrag, da aznaout ar virionez hac ar
santelez eus ar Religion Gristen, hac heb dale e recevas
ar Vadiziant : ober a reas bepred ur studi particulier
eus ar Scritur Santel, evit gallout avanç muyoc’h
muy en hent eus ar silvidiguez bac eus ar berfection.
An istim a ree an Habitantet a Boitie eus
e vertuz a reas dezo e choas evit o Escop, goude
maro o Fastor. En em opposi a eureu muy ma ellas ;
mæs contraign e voe da gonsanti d’ar choas a oa
græt anezân.
O vêza Escop, e labouras gant fervor ha gant couraich da instrui e bobl, hac e impligeas e oll nerz hac e oll zêl evit e breservi dious an hereziou pere a gorrompe ar vro. Abalamour da-ze an heretiquet a alyas an Empalaer Constanç pehihi a oa o frotector, d’en exila e Frigii. Ar Sant a recevas urs ar Prinç gant ur joa ingal d’an hini o devoa an Ebestel hac ar Merzerien, pa o devoa da soufr evit ar gaus hac evit gloar Jesus-Christ. Epad e exil pehini a badas pevar bloas, e composas daouzec Levr admirabl var Myster an Drindet ; ar pez ne viras quet na labouras da gonvertissa tud ar vro-ze, gant quement a frouez, ma seblante ne voa bet cacet d’y, nemet evit founta ha stabilia eno rouantelez Jesus-Christ.
Presanti a reas d’an Empalaer ur Requet, dre behini