Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/616

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
596
Ofiç an Anaon.

anaon ; ha grit ma velint ar sclerijen perpetuel eus ho cloar. * Eleac’h ma, etc.

Ar respont all ma so varlerc’h ne vez lavaret nemet da vouel an Anaon, d’an enterramant ha d’an Ofiç bras eus an nep a so decedet.

R/. Libera me, Domine, de morte æternâ in die illâ tremendâ, quandò cœli movendi sunt et terra, * Dùm veneris judicare sæculum per ignem.

V/. Tremens factus sum ego, et timeo, dùm discussio venerit atque ventura ira ; * Quandò cœli movendi sunt et terra.

V/. Dies illa, dies iræ, calamitatis et miseriæ, dies magna et amara valdè * Dùm. V/. Requiem æternam dona eis, Domine, et lux perpetua luceat eis. R/. Libera me, etc., betec ar V/.

R/. Autrou Doue, ma dilivrit diouz ar maro eternel en deiz terrubl-se, pa deui an eê hac an douar da grena ; * Pa zeuot da varn ar bed dre an tân. V/. Deut oun va-unan da grena, hac em eus aon o c’hortos ma teui an examen rigolius-se, ha ma erruo an deiz a goler. * Pa deui an eê hac an douar da grena. V/. An deiz-se a vezo sur un devez a goler, ha drubuill hac a valer, un devez bras ha rust meurbet, * Pa zeuot da varn ar bed dre an tân.

V/. Roït, va Doue, ar repos eternel d’an anaon ; ha grit ma velint ar sclerijen perpetuel eus ho cloar. R/. Autrou Doue, ma dilivrit diouz ar maro eternel en deiz terrubl-se ; * Pa deui an eê hac an douar da grena, pa zeuot da varn ar bed dre an tân.


DA LAUDES.

Ant. Exultabunt Domino.

Antif. Goude ma vezin ressuscitet.

Psalm. 50.

Miserere meî etc.

Ho pêt truez ouzin, va Doue.

Ar Salm-ma eo ar pevare eus ar seiz Salm, hac a gueffot en fin el levr-ma, etouez ar seiz Salm ive ;