Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/473

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
453
Evit Benediction ar Sacramant.

Hoc’h oll gourc’hemennou ;
Rac en creis va c’halon,
Va Doue, em eus regret
Da veza en nep fæçon,
Siouaz d’in ! ho zorret.
Va c’halon a offran
Pelloc’h d’ho carantez,
Hac en em resolvan
D’ober ho volontez :
Grit d’in perseveri,
Va Jesus , d’ho caret,

Na vezin diouzoc’h mui
Biquen dispartiet.
Hac evit va c’hreat
Em resolution,
Roït d’in brema, va Zad,
Ho penediction ;
Ra viot benniguet
Hoc’h-unan, va Salver,
Ha gant an oll meulet
En myster an auter.
Amen.

Goude ar chantic-ma, grit an amand enorabl da Jesus er sacramant, pehini so diaraoc ; hac er fin, mar ho pez amser, e leverrot an actou a adoration pere so evit ar gorreou en oferen, hac an tri c’hantic evit an exposition, pere so ama diaraoc ; hac e concluot assambles gant ar belec dre an teir oræson-ma : da guenta, dre Oræson ar Sacramant gant Panem de cœlo, etc. evelse en fin Gousperou ar Sacramant ; d’an eil, dre Orceson ar Verches, Concede nos, goude ar recommandation dezi, pehini a gueffot diaraoc en fin he Litaniou er Pedennou diout an nôs, p. 67 ; ha d’an trede, dre an Oræson pehini so ama evit ar roue, goude ar versedou-ma.

V/. Autrou Doue, plijet gueneoc’h , sauvetei ar roue.

R/. Hac hon exaucit d’ar poent ma teuimp d’hoc’h invoqui.

V/. Va Doue, astennit ho preac’h da broteji den ho tourn-deou

R/. Ha quemerit dindan ho protection map an den pehini hoc’h eus etablisset evidoc’h.

V/. Va Doue, exaucit va oræson

R/. Ha grit ma erruo ar c’hri eus va feden betec enoc’h.

V/.Domine, salvum fac regem.

R/. Et exaudi nos in die quâ invocaverimus te.

V/. Fiat manus tua super virum dexteræ tuæ.

R/. Et super filium hominis quem confirmâsti tibi.

V/. Domine exaudi orationem meam.

R/. Et clamor meus ad te veniat.