Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/472

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
452
Evit Benediction ar Sacramant.

P’hor galvit oll brema
Davedoc’h, va Salver,
Em eus fizianç enoc’h,
Ha n’en rebutot quet,
Mar dinesan ouzoc’h,
Paour ha leun a bec’het.
Gouzout a ran ervat
Ez oun, siouas ! indîn
Ouzoc’h-hu da dostaat,
Va Redamtor divin ;
Ne veritan quet caout
Bara ho pugale ;
Pa dlean en em anaout
Henvel ouz ar chraç ive.
Hoguen da viana
Roït d’in an demorant
Goude rassasia.
Ho pugale fervant;
Crial a ran ouzoc’h
Evel ar Gananeen ;
Na zifferit pelloc’h,
Clevit ouz va feden.
Pa’z oc’h [eus] [1] bet ivez
Dre ho maro santel
Prenet ar guir vuez
D’ar bed universel ;
Roït ar vuez a c’hraç
D’am ene, va Jesus,
Dre voyen ho corf sacr
Hac ho coad precius.
Gant an distera guer
Ho pezo lavaret,
E vezin , va Salver,
En instant soulajet,
Hac e vezo rentet
Va ene paour salo
Diouz quement seurt clenvet

He c’hundu d’ar maro.
Dre’r serpant quevr mar boa,
Evit sellet outan,
Grêt salo nep a ïoa
Flammet gant serpant tân ;
Enoc’h-hu ur feiz gre
Ha ne rento-hi quet quent
Va ene-ma pare
Diouz flam an erevent ?
Ouz bord ho sea epquen
Gueichal nep a douche,
Dreizi neuse souden
Iec’het a receve;
Penaus eta na vo
Va ene iac’h rentet,
O touch ouzoc’h ive
Dre zesir em speret ?
Mar boe capabl soquen
Ar squeud a corf sant Per
Da zilivra peb den
Diouz clenvet tamporel,
Hac en so nep clenvet,
Va Salver, em ene,
Na ve ivez chasseet
Gant squeud ho majeste ?
Deut ata, va Doue,
Da reï d’in ar iec’het,
O renta va ene
Pur ha neat a bec’het ;
Roït dezi ouz he naon
Ar guir vagadurez ;
Na list quet ac’hanon
Gant va sempladurez.
Grit pelloc’h ma trec’hin
An dentationou ,
Evit ma observin

  1. Lezet e-maez en embann.