Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/135

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
Exerciçou evit an Oferen.


livrit an Ave verum hac an Ave, vere sanguis, pere a so amâ varlerc’h [1], evit he adori.

Dre ar Pater noster ê deoc’h sinifiet
Oræson Jesus-Christ pa oe crucifiet :
Ar maro anezan considerit attantif,
Pa vellot separi etre daou bez an hostif.

Goulennit mervel ive d’ho couall inclinationou.

Pa gleffot lavaret teir gueic’h Agnus Dei,
Meditit ar gouelvan eveus an teir Mari,
O velet maro mic Jesus ho muia caret,
Hac he gorf precius eveus ar groas disquennet.

Goulennit ar c’hraç da vouela gant regret d’ho pec’hejou.

Dre ar Gommunion eo an anterramant
Eus a gorf hor Salver sinifiet patant,
Ha dre ar Postcommun canot gant rejouissanç
He ressurrection pîni ê hon esperanç.

Goulennit ressuscita gantâ spirituelamant, ha grit ive amâ ur gommunion spirituel pehini a guiffot en ur fæçon eas amâ varlerc’h an adoration d’ar gorreou [2].

Pa lavar ar belec en ur distrei ouzoc’h,
Dominus vobiscum : Doue ra vô gueneoc’h,
Sonjit e roas Jesus, goude ma ressuscitas,
Ar peoc’h d’he zisquibien, dezo p’en em disquezas.

Goulennit ar peoc’h hac ar repos a gonsianç.

An Ite Missa est, oc’h avertis ive
Eus an ascançion [sic] a Jesus-Christ en eê ;
Ha Benediction ar celebrant a zisquez
E reas ar Speret-Glan gueichal he zonediguez.

Goulennit benediction ha donæsonou ar Speret Santel.

Ar bredication eveus an ebestel,
O veza rentet leun eus ar Speret Santel,
O sarmon d’ar bed oll evit ho c’honvertissa,
So deoc’h represantet dre’n Aviel divezâ.

Goulennit m’en em gonvertisso ar bec’herien ous Doue.

Evit goulen ar c’hraç conform da bep unan
Eus an articlou discleriet deoc’h aman.

  1. Gw. p. 117.
  2. Gw. p. 119.