Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
Exerciçou evit an Oferen.

Evit disquez ez oc’h prest da obeissa
Da lesen Jesus-Christ en Aviel discleriet,
Ha da drec’hi ar c’hic, ar bed hac an drouc-speret.

Goulennit ar c’hraç da drec’hi an tri adversour-mâ.

Oc’h ober sin ar groas, liquit ho meud a-blat
Var ho tal, ho quenou ha var hoc’h estomac,
Da zisquez n’hoc’h eus quet a vez o veza c’hristen,
Nac evit heul Jesus o veva diouz he lesen.

Goulennit beza fidel da heul Jesus ha d’he servija.

Ar Gredo a zisquez e troas ous hor Salver
Nombr bras a zisquibien ouspen an ebestel
Hac en heulie ar bobl o velet he viraclou,
Hac oc’h ajouti feiz d’he bredicationou.

Goulennit ur feiz gre hac ur feiz beo en lesen hac en intantion-se livirit en andret-mâ ho Credo brezonnec, pehini so en commançamant al levr-mâ [1].

D’an Offertor, sonjit penaus en em offras
Hor Salver evidoc’h da vervel en ur groas,
Sacrifiç an oferen a offrot dezâ ive,
Oc’h he drucarecât eveus ar faveur vras-se.

Goulennit ur resination antier da volentez Doue.

Ar Secretou goude iselic lavaret,
A ro deoc’h da anaout ar c’hollectou secret
A reas ar Iudevien assambles quen-entrezo,
Evit gout p’e fæçon lacât Jesus d’ar maro.

Goulennit na gonsantot jamæs d’ar pechet marvel.

Hoguen ar Prefaç cre, pehini a finis
Dre ar c’homsou joaius Hosanna in excelsis,
A represant a reas he antre aieurbet solem Jesus dissul Bleuio er guear a Jerusalem.

Goulennit ma antreo dre ur gommunion vad en ho calon.

Epad ar Secretou pere a so goude,
E tleit consideri passion Map Doue :
Gorreou an hostif bac ar c’halir consacret
En represant er groas pa oue d’an nec’h gorroet.

Goulennit an devotion da bassion hor Salver, ha

  1. Gw. p. 2.