Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
Exerciçou evit an Oferen.

Evit beva d’hoc’h hepmuiquen
Hac ho caret da virviquen.
Me ho supli, Salver ar bed,
Dre ar maro hoc’h eus gouzanvet,
D’am dilivra diouz peb danjer
Da goueza er maro eternel.
Oan Doue crucifiet,
A effaç pec’hejou ar bet,
Ho pêt truez ouzomp-ni oll

O viret ne d’aïmp quet da goll.
O ! peguement hoc’h eus hu great
Evidon me pec’her ingrat !
Peguement hoc’h eus-hu souffret
Dre ho carantez em andret !
Ha c’hoaz eleac’h anaoudeguez
Evit quement a garantez, etc. Lennit ar rest en articl quenta [1].

an drizecvet articl.
D’an Domine, non sum dignus, pe d’ar Gommunion.

PA gommuni ar celebrant,
Meditit an enterramant
A gorf hor Salver benniguet
Eus ar groas pa oue disquennet.
Ar bez so discleriet patant
Dr’er [sic] peultrin eus ar celebrant,
Eleac’h ma loj corf Map Doue,

Couls ha ma lojas er bez-se.
Lojit-en ive en ho calon
Dre yoyen ar gommunion :
Ha ma n’hè grit realamant,
Grit-hi spirituelamant.
Ar gommunion spirituel
A gonsist en actou santel,
A feiz, esperanç, carantez
Hac a gontrition ivez.

reflexion ha peden.
Evit communia spirituelamant.

GAnt respet bras, ô va Salver,
Hoc’h adoran var an auter ;

Eleac’h ma credan fermamant
Ema oc’h cuset er sacramant.

  1. Gw. p. 81.