O feunteun eus a drugarez !
O sourcen a bep madelez !
M’em eus enoc’h ur guir fizianç
C’houi epquen eo va esperanç.
Me oar erfat ne d’oun quet dîn
E teuac’h da disquen em peultrin,
Mæs dre bo comps, ô va Doue,
C’houi rento salo va ene.
Me ho car a greis va c’halon,
P’hoc’h eus ma c’haret er fæçon
M’az oc’h d’in oll en em roet
Er s[a]cramant-se [1] da voed,
Estranj eo bet va dallentez,
Offansi un seurt madelez ;
Guell ve guenê mil gueich mervel,
Quent ma raën mui pec’het marvel.
Ia va Jesus, m’en a lavar,
Dreist quement tra so me ho car,
Hac em eus c’hoant bremâ ivez
|
D’ho receo gant guir garantez.
Hoguen, ma n’ho recevan quet
Realamant hac en effet,
Dre va desir, certenamant
Er gran spirifuelamant.
C’houi en ul lencer gaër meurbet,
Va Jesus, a oue sebeliet
Ha lequeet en ur bez nevez,
Ambomet eus ar guella c’huez.
Roit d’in, va Salver benniguet,
Ur galon nevez, me ho ped,
Purifiet diouz ar viçou,
Hac ambomet a vertuziou.
Ma vezo ur galon dereat
D’ho sebelia en ur bez neat,
M’en em blijot enni ato,
Oc’h he miret bete’r maro.
Grit ma vezin enoc’h chenjet,
Ma vezimp ur memes speret,
Ha na bermetit quet pelloc’h
E tispartien diouzoc’h. Amen.
|