Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
Exerciçou evit an Oferen.
ar pevarzecvet articl.
D’ar post-communion bete Ite, Missa est.

GOude m’en deveus belec
En Oferen communiet,
Pa zistro ouz ar bobl en dro
Da bidi an Autrou ganto :

Sonjit neuse penaus Jesus
A ressuscitas glorius,
Ha da gals en em disquezas
O tigaç dezo ur joa bras.

reflexion ha peden.

Perac, va Jesus,va Doue,
Gueneoc’h na ressuscitan-me
Eveus a varo ar pec’het,
Evit beva er c’hras bepret ?
Quement-se digueneoc’h breman
Dre ho maro a requetan,
Ma cunduin ur vuez nevez
O veva en ho carantez.
Rac evit hon tenna a bec’het,
Hoc’h eus ar maro gouzanvet,

Hac oc’h ressuscitet goude,
Ma ressuscitimp-ni ive.
O peguement hoc’h eus-hu great
Evidon-me pec’her ingrat,
Ha peguement hoc’h eus souffret
Dre ho carantez em andret !
Ha c’hoaz eleac’h anaoudeguez
Evit quement a garantez, etc.
Evel en articl guenta [1].

ar pemzecvet articl.
D’an Ite, Missa est, d'ar Venediction ha d’an Aviel diveza.

D’Ar fin eveus an oferen
E coms ar bellec evellen :
Ite, Missa est, echu e tout
An oferen, iit en ho rout.
Goude adarre pa zistro,
Ar venediction a ro,
O vont neuse da finissa
Dre an Aviel diveza.
Quement se a sinifi scleer

Penaus echu gant hor Salver
An œuvr eus hon redamtion,
Ec’h eur[e]u he asçansion.
Pa ro ar belec ar c’honje
D’ar bobl, o lavaret Ite,
Sonjit penaus e lavaras
Jesus, en eê quent ma pignas :

  1. Gw. p. 81.