Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
Exerciçou evit an Oferen.
  1. Elfenn eus ar roll niverennet

CANTIC VAR AN ARTICLOU

Eus an Oferen, appliguet var an articlou a bassion hor Salver, gant ur reflexion hac ur beden conform da bep articl. Var ton Vexilla Regis, pe var an ear gallec : Je me prosterne, mon Seigneur.

an articl quenta.

Pa gommanç ar belec an Oferen, o lavaret, In nomine Patris, etc. Introïbo ad altare Dei, etc., livirit ho Confiteor devot, evit receo an absolven general pehini a ro ar celebrant en commançamant an Oferen d’ar re a lavar neuse ho C’honfiteor gant ur guir gueuz d’ho fec’hejou.

PA vez ar belec inclinet
Ouz an douar, o lavaret
Ar Gonfiteor, sonjit neuse
En oræson a Vap Doue.
Goude m’en devoa quemeret
He dri zisquib muia caret,
Ec’h antreas ganlto er jardin ;
Hac hor pec’hejou var he guein.
Neuse gant horreur o velet

He boaniou ha crimou ar bed.
En devoe quement a c’hlac’har
Ma couezas semplet d’an douar.
Eno considerit ho Tad,
O c’houesi an dour hac ar goad,
Ha goulennit outan pardon,
O lavaret en ho caton.

an actou principala.

O En so bras en hor c’hêver !
Ho carantez-hu, va Salver !
Pa oc’h evidomp en em roet
Da soufr tourmanchou quer calet.
Ha c’boaz eleac’h anaoudeguez
Evit quement a garantez,
Me n’em eus bet en hoc’h andret
Nemet ingrateri bepret.

Act a anaoudeguez-vad, pe a reconnessanç.

Queuz am eus bremâ em ene

Act a gontrition.