82
Exerciçou evit an Oferen.
|
D’ho peza offancet, va Doue,
O protesti gant ho craçou
Na zistroin mui d’am pec’hejou
|
Act a feiz.
|
Me am eus enoc’h ur feiz gre,
Rac ar virionez oc’h ive :
Me gred ez oc’h Doue ha den,
Va Salver, va mestr souveren.
|
Act a esperanç.
|
Enoc’h epquen ec’h esperan,
Evel ma’z ê c’houi hoc^h-unan
Eo va esperanç, va Doue,
Ha silvidiguez va ene.
|
Act a garantez.
|
Ha ec’his ma’z ê c’houi epquen
Eo ivez va mad souveren,
A greis va c’halon ho caran,
Dreist quement mad so er bed-man.
|
Act a c’houlen.
|
Grit d’in, va Jesus, ho caret
Quer ferm ha quer fidel bepret,
Na deuin ur momet em buez
Da goll ouzoc’h ar garantez. Am.
|
An actou-mâ diaraoc eus a anaoudeguez vad, a gontrition, a feiz, a esperanç, a garantez hac a c’houlen, pere eo ar re nopla hac ar re agreapla da Zoue, a aller da oher varlerc’h quement articl a so amâ, mar be amser.
an eil articl.
Pa boq ar Belec d’an Auter, hac en antre eus an Oferen, galvet an Introït.
AR helec o veza pignet
D’an auter, ha dezi poquet
En anrre eus an Oferen,
Neuse meditit evellen.
Hor Salver en em bresantas
Evel un oan douç da Judas,
|
O rei he visaij benniguet
D’an treitour fall-se da boquet.
Dre ar poq-se var zigarez
Disquez ur merq a garantez
En livras d’he adversourien,
Varnan er jardin oc’h antren.
|