Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
Exerciçou evit an Oferen.
reflexion ha peden.

Na bermetit quet, va Jesus,
E ven jamæs quer maleürus
D’ho quitât na d’ho trahissa
Evit nefra eus ar bed mâ.
C’houi so bet deut d’en em lesel
Gant hoc’h adversourien gruel,

Na visen-me quet va-unan
Ur preiz etre griffou Satan.
Rac-se, va Salver, me ho ped,
Na bermetit e teue nepred
An diaoul criz da c’harroti
Va ene paour oc’h he zenti.
Amen.

an trede articl.
D’ar Kyrie, eleïson, etc.

Kyrie, eleïson a sinifi,
Autrou, ho pêt truez ouzomp-ni,
A-deir gueichou eo repetet
Evit ma viot instruet
Penaus Per goude prometi
Quen assur da berseveri
Er fidelile d’he Vestr mad,
En renonças teir gueich timad.
Na biscoas na anavezas
Anezâ he-unan he faut bras,
Quen ha oue ma tolas Jesus
Varnezan ur sell truezus.
Ac’han e c’henevomp certen
Ar sempladurez eus an den ;

Buan e couez, sevel n’ell quet,
Nemet dre’r c’hraç ve sicouret.
Hon izom bras da implori
Graç Doue stard hac hep cessi,
Eo a so deomp represantet
Dre Kyrie, eleïson repetet.
Unan eus an traou diessa
Hac eus an ouvrajou brassa,
Eo ressuscita un ene
A vez maro dirac Doue.
Rac-se gant an Ælez eürus
Eo ur joa bras, eme Jesus,
Guelet ur pec’her epmuiquen
O chenj dre ur guir binijen.