Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
Exerciçou evit an Oferen.

Ar joa-se a so discleriet
Dre ar c’hantic a oue canet
Ec’harz Bethleem gant an Ælez
Oc’h anonç he c’hinivelez.

Gloria in excelsis ê
Recitet varlec’h Kyrie,
A signifi Meuleudiou
Ha gloar da Zoue en evou.

reflexion ha peden.

Allas ! na me paour-quez mechant,
Quer frajil ha quer inconstant,
Pe gueich oun-me deut gant sant Per,
D’ho nac’h, o pec’hi, va Salver ?
Ha c’hoas ma teun d’he imita,
O vouela d’am pec’het gantâ,
Ho pe-hu consolation,
Ha me am be remission.
Hoguen sioas ! casi jamæs,

Ha me o pec’hi quellies,
Ne scuillan ur berat daëlou
Da regreti va fec’hejou.
Me ho ped, va Autrou divin,
Da sellet a druez ouzin,
Ma ellin gouela gant regret
D’ho peza, sioas ! offancet.
Ma rejouissin hoc’h ælez
Dre va chenjamant a vuez,
Ha ma canin ganto ive,
Gloar deoc’h en evou, va Doue.
Amen.

ar pevare articl.

D’ar c’hollectou, da lavaret eo, d’an Oræsonou quenta, ha d’an Abostol pe d’an Epitren.

COnsiderit d’ar c’hollectou
Penaus oue Jesus hon Autrou
En ti Kaïfas interrojet
Dirac ar c’honseil assamblet.

Eno e oue javedateet,
Cranchet en he faç ha goapeet,
Outrajet, tennet bleo ha benn
Gant cals a vileni ouzpen.

reflexion ha peden.

Criminal ma’z oun d’in-me ve.

E ranquet ober evelse,
Me dleffe beza goaldretet,