Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
Exerciçou evit an Oferen.

2. Pa c’houlen al laer-deou outâ
M’en divise sonj anezâ ;
Hirio, emeza, em barados
E viot guenen o repos.
3. D’he Vam goude pa he guelas,
Gant sant Ian e quichen he groas,
Chetu, emean, ho map a-se,
Ha c’oui, chetu ho mam ive.
4. D’he Dad c’hoaz en em adressas,
O lavaret gant ur c’hri bras :
Perac, va Doue, va Doue,
Hoc’h eus hu va dileset me ?
5. Ar pempet coms oue hou-mâ :
Me am eus sec’het, emeza.

6. Ha chetu amâ ar c’huec’hvet :
Oll emezan, eo consommet.
7. Erfin d’ar seisvet, abouez penn
E coms ouz he Dad evellen;
Me recommand, va Zad an eê,
Etre ho taoua[r]n va ene.
Chetu ar c’homsou diveza,
Hac ivez ar re santela,
A oue prononcet var ar groaz
Gant [J]esus, dirac ma varvas.
Hac en enor dar seiz guer-se
Prononcet bet gant Map Doue,
Gant ar belec e leverrot
Ar Bater, humbla ma ellot.

an daouzecvet articl.
Pa vez rannet an hostif, ha d’an Agnus Dei.

PA vez an hostif rannet,
Hac un tam er c’halir lequet,
E tisquezeur dre guement se

Ar maro criz a Vap Doue.
Rac dreizi e oue separet
Diouz he gorf santel he speret
Hac a zisquennas el lymbou
Evit dilaç an eneou.

reflexion ha peden.

En so estrainj, ô va Doue,
E veac’h maro evidon-me !
C’houi pehini a ro ar vuez,
Mervel evit ur pec’her

quez
O ! perac ne d’oun-me maro
D’ar c’hic ha d’ar bed var un dro ?