Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
Exerciçou evit an Oferen.


Ra vezo va brassa joa tout
Clasq Jesus C’hrist hac he anaout,
Anaout Jesus crucifiet,
Hep caout plijadur all ebet.
Na blije da Zoue e teuen
D’en em c’hlorifia biquen
Nemet er groas hac er poaniou
A Jesus-Christ hor guir Autrou.
Tad eternel, chetu presant
Nep a ra ho contantamant,
Ho Map quer eo, sellit outâ,
Ma roit din ar pardon dreizâ.
Evit effaci va pec’het,
Ez oe en em humiliet,
O renta deoc’h obeissanç,
Bete mervel ouz ur potanç.
Hon alvocad galloudus eo,

Deomp-ni favorabl ho rento,
Rac he-una[n] [1] en deus douguet
Var he gorf er groas hor pec’het.
Me a zeu gant ar publiquen
Bremâ da squei var va feultrin,
Gant regret bras d’am pec’hejou
A so bet caus d’he dourmanchou.
Plijet gueneoc’h, o va Doue,
Dreizan pardoni d’am ene,
He c’hoad a gri en ho presanç
Ar pardon eleac’h ar venjanç.
Grit ma vezo he bassion
Eus va dle ar remission,
Ha ma vezo he c’houliou
D’an ene paour guir remejou. Amen.

an unnecvet articl.
D’an oraison Dominical, ar Pater noster.

SEiz goulen a so er Bater
Hac a represant ar seiz guer
Prononcet gant Jesus er groas,
Pere ho deus ur vertus vras.

1. Ouz he Dad e comsas quenta,
Oc’h he bidi er fæçon-mâ :
Va Zat, pardonit-hi, m’ho ped,
Rac petra reont ne ouzont quet.

  1. Moullet : he-unam.