90
Exerciçou evit an Oferen.
Ha c’houi d’he douguen en em ro,
Ha da soufr outi ar maro.
C’houi hoc’h eus certen gouzanvet
Ar boan hon eus-ni meritet
C’houi hoc’h eus douguet, va Doue,
Hoc’h-unan hon infirmite.
|
En so admirabl em c’hever
Ho carantez-hu, va Salver,
Pa hoc’h eus evidon anduret
Beza erguis-se tourmantet.
Ha c’hoaz eleac’h anaoudeguez,
Evit quement a garantez, etc.
|
Lennit ar rest en articl guenta diaraoc [1].
an decvet articl.
D’ar Gonsecration ha d’ar Gorreou.
PA vez an hostif con-sacret,
Ha d’he adori gorroet,
Neuse gant guir attantion,
Deut da ober reflexion
Penaus, o veza erruet
Var guern ar menez destinet,
|
E oue Jesus gant tachou bras
Daouarn ha treit staguet er groas.
Goude ma voa crucifiet,
Ar groas d’an-neac’hi a oue savet,
Ha plantet eno a sa-son
En he vrassa confusion.
|
reflexion ha peden.
Me hoc’h ador, Salver ar bet,
So diouz an douar gorroet
Evit ma tennot davedoc’h
Quement a so crouet gueneoc’h.
Me a vel ouz ar groaz calet
Ho t[ivr]êc’h [2] gueneoc’h astennet,
Evel pa deuac’h d’hor c’houfia
Da vont d’ho caout d’hor briata.
|
C’houi pere a so afflijet,
Ha c’houi pere a so sammet,
Deut oll devedon, eme c’boui,
Evit ma teui d’ho soulaji.
Mar deuan re c’horrec davedoc’h,
Va Jesus, ma sennit guaneoc’h
Dre liamou ho carantez
En andret ar bec’herien guez.
|
- ↑ Gw. p. 81.
- ↑ Moullet : trivêc’h.