89
Exerciçou evit an Oferen.
Nemet ingrateri bepret.
Queuz am eus bremâ em ene,
|
D’ho peza offancet, va Doue.
|
Lennit ar rest [e]n [1] articl quenta diaraoc [2].
an navet articl.
D’ar C’hanon pehini a gommanç adalec Sanctus.
D’Ar C’hanon eus an Oferen .
Sonjit penaus ar vourrevien
A exerças ur gruaute
An estranja var Map Doue.
Eus he zillad en diviscsont,
Hac he c’broc’hen a zispensont,
He guic o lamet a besiou,
A bep tu da heul a fouetou.
Pa oant squiz oc’h be scourjeza,
En lequesont da azeza,
Ur goz vaniel bourpr var he guein,
Hac he benn griet gant an drein.
|
Curunet ganto erguis-se,
Enn adorsont evel ur roue,
O plega ho daoulin dirazâ,
Evit ober goab anezâ.
Neuse ous he faç truezus
E tolent ho c’hranch donjerus,
Hac e quemerent ur ganen
Evit squei gantâ var ar pen.
O ! an horrupla cruaute,
Treti evellen Map Doue !
Memes d’an aneval brutal
E ve cris ober quement all
Goude beza quer goal-dretet,
Erfin e rancas quemeret
Ur groas da zouguen d’ar C’halvar,
A voa ur menez didreuz quear.
|
reflexion ha peden.
Hounez eo an extremite,
Ma’z oc’h hu casset, va Doue,
Dre ho carantez em andret.
Ha, sioaz d’in ! dre va fec’het!
Eus o coler, o va Autrou,
|
Em boa meritet ar fouetou,
Hac ez oc’h em lec’h scourjezet,
Ha c’houi pur ha neat a bec’het.
D’in-me oa dleet evit biquen
Ar groas en ifern da zouguen,
|
- ↑ Moullet : an.
- ↑ Gw. p. 81-82.