Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
Exerciçou evit an Oferen.
an eisvet articl.
D’ar Prefaç, Per omnia sæcula, etc.

D’Ar Prefaç grit reflexion
Peguer mantret oa he galon,
O velet an arrajamant
Eus ar Iudevien disquiant.

Rac seui-vui ma clasque Pilat
En he liberte he laquat,
Seul-vui ec’h arrajent outâ.
O c’houlen he grucifia.

reflexion ha peden.

Ez eo deoc’h sansibl ha poanius
An ingrateri, va Jesus,
Eveus ho pobl muia caret
P’evit hini oc’h deut er bet !
Ha n’de quet d’ec’h-hu, va Jesus,
Eo e can an Ælez, Sanctus ?
Hac ez oc’h dispriset quement ,
C’houi pehini eo sant ar sænt ?
Ha n’doa quet d’ec’h-hu e crije
Ar bobl ne doa quet pell a se,
Hosanna, da lavaret eo,
Gloar ha meuleudi r’ho pezo.
Ha bremâ ne glevit quen son
Nemet ho condaonation ;
Ne glevit eleac’h Hosanna,
Nemet prest ho crucifia.

Pebez chenjamant e hou-man
A veleur d’ec’h-hu quer buan !
Divar ho coust ni zesq certen
N’hon eus d’en em fiziout var den
Biquen ne lacan va fizianç
En dud so leun a inconstanç ;
Enoc’h vezo e liquin-me
Va oll esperanç, va Doue.
Peguer bras ê, ô vâ Salver,
Ho carantez-hu em c’hever
Pa hoc’h eus evidon anduret
Beza er guis-se rebutet.
Ha c’hoas eleac’h anaoudeguez
Evit quement a garantez
Me n’em eus bet en hoc’h andret.