Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
Catechis


G. Leret din ar voyen da antreteni ha da grevaat an Esperanç ?

R. Ober erfad Oræson.

G. Gred un act a Esperanç ?

R. Ma Doue, ma oll esperanç, etc. (en fin ar c’hatechis.)

G. Petra eo ar Garante ?

R. Un donæson digant Doue dre beini e queromp anezàn dreist peb tra abalamour dezàn e unàn, hac on nessàn eveldomp on unan abalamour da Zoue.

G. Petra eo caret Doue dreist pep tra ?

R. Rei dezàn ar breferanç hac ar plaç quenta en on c’halon.

G. Piou eo hon nessàn ?

R. Ar bed oll ha quement so capabl da vezàn Salvet.

G. Petra eo caret on nessàn ?

R. Souhæti hac ober vad dezàn evel dimp on unan.

G. Petra eo ar religion ?

R. Ur vertu excelant dre beini e henorer Doue evel ma zeo dleet.

G. Petra gommand c’hoas ar vertu-màn ouspen henori Doue ?

R. Commandi ra c’hoas henori ar Sænt hac an dud sacr, ha respeti an treo sacr ha biniguet.

G. Pere eo ar pec’hejo a gometer a enep ar religion ?

R. An Idolatri, ar Sorceres, an Divineres, ar Superstition, hac ar Sacrilech.