Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
Treguer.

Ha dec’h ôn tout corf hac ine.

G. Penaus e adoromp-nîn an Autro Doue ?

R. Dre ar vertuyo theologal, ha dre ar vertu a religion.

G. Pet vertu theologal so ?

R. Teir : ar Fe, an Esperanç, hac ar garante.

G. Perac int-y hanvet theologal ?

R. Abalamour ma conduont an ine directamant da Zoue.

G. Petra eo ar Fe ?

R. Un donæson digant Doue dre beinie credomp ennàn, ha quement en deus revelet d’e Ilis.

G. Нac èn so necesser ar Fe evid bezàn salvet ?

R. Ya, ep ar Fe eo impossibl pligeout da Zoue ?

G. Gred un act a Fe voar an oll guirioneo a fe generalamant.

R. Mên a gred ferm, ô ma Doue, etc. (en fin ar c’hatechis [1])

G. Petra eo an Esperanç ?

R. Un donæson digant Doue dre behini e c’hesperomp e c’hraç er bed-màn, hac e c’hloar er bed-all, dre verito J. C. hac hon œuvro mat.

G. Pere eo ar viço contrel d’an esperanç ?

R. An disesperanç hac ar bresomption.

  1. Dishenvel eo an destenn a gaver eno (p. 259) : Ma Doue, mên gred fermamant… [Notenn gant Wikimammenn]