Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
Catechis


R. Un Doue epquen a adori, etc. (en fin ar c’hatechis.)

G. Hac-èn so hini a c’hourc’hemeno Doue impossibl da observi ?

R. Salocroas, nen deus hini, moyenant e c’hraç peini a dleomp da c’houlen dre verito J.C.

G. Нac èn so ret miret oll gourc’hemeno Doue ?

R. Ya, ha mancout da unan a so avoalc’h evit meritout an Ifern.

G. Petra bromet Doue d’ar re a viro e c’hourc’hemeno ?

R. Ar vuez eternel.

G. Na d’ar re o zoro ?

R. Ur malheur eternel.

G. Leret din an abrege a c’hourc’hemeno Doue ?

R. Caret Doue, ha caret an nessàn.


II. QUENTEL.

Voar ar c’henta gourc’hemen.

I. Un Doue epquen a adori,
Ha dreist peb tra oll a guiri.

G. Petra eo adori Doue ?

R. E c’haneveout hac e henori evel ar mæstr souveræn.

G. Gred un act a Adoration.

R. M’oc’h ador, Doue ma c’hrouer,
M’oc’h ador, Jesus ma Salver ;
C’hui eo ma mæstr ha ma roue,