Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
Treguer.


Carantez Doue.

Caret a refet an Autro o Toue eus a greis o calon, eus oc’h oll speret ha ners. Chetu a se ar gourc’hemen. An natur en antier a c’houlen a voez huel carantez, adoration evit e C’hrouer. Mæs an obligation da garet Doue a sel ispicialamant ar gristenien evit pere eo gret lezen J. С. peini a so ul lezen a c’hraç hac a garantez. Just eo e carfemp on C’hrouer hac ar gourc’hemen a ra dimp eus e garantez a so ur merq eus on c’horruption ; rac ma ne vigemp quet corrompet, e cargemp Doue ha pa n’en dige-àn quet commandet.

Caret Doue dreist pep-tra eo rei dezàn ar breferanç hac ar plaç quenta en on c’halon. Mar domp disposet da breferi Doue da guement tra so tout, e queromp Doue dre brefe ranç. Alies e vancomp d’ar garantez-se a breferanç ! Quement pec’het a gometomp a so ur manq a garantez en quever Doue, hac ur certen preferanç evit an treo crouet. Ober alies acto a garantez Doue, eo an eil merq eus ar garantez divin se. Ne dleomp jamæs laret on pedenno ; asista er sacrifiç santel eus an Oferen, receo ar sacramancho, en em gavet clanv pe en danger ar mаro, ep repeti an acto a garantez Doue. Raporti tout da c’hloar Doue eo an drede merq eus e garantez. Evit en ober n’en deo quet ret songeal pe laret bep instant : ma Doue, mên offr dac’h an œuvr-màn ; suffis eo cavet ar volontez da offr tout en general da Doue, ep ober netra contrel d’ar volontez-se. Queromp eta Doue a greis on c’halon, ha Doue on c’haro.