Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
Treguer.

voar ar seiz pec’het capital, hac hon techo fall ; ha voar an obligationo dimeus hon stat.

G. Peguement à boan a dleer da lacaat evid ober an examen à gonscianç ?

R. Quement аc lacaffemp da ober un affer à gonsequanç.

G. Leret-dîn ar voïen da renti fаcil an examen à gonscianç ?

R. Е Ober bepnos quent mont da gousquet.

G. Petra dle ar benitantet da ober o c’horto ho renq da govez ?

R. Songeal en ho pec’hejo, hac ober Acto à Gontrition.

G. Petra dleer da ober pa veer aru en quichen treid ar c’hovezour ?

R. Ober sign ar Groas, ha laret gant humilite, Ma zad, reit din ho penediction, mar plich guenec’h, rac eur pec’haer bras ôn.

G. Petra dleer neuse c’hoas da laret ?

R. Laret ar Gonfiteor bete meâ culpâ.

G. Leret ar Gonfiteor en Latin hac en Brezonnec ?

R. Confíteor Deo... Mên govez ous Doue, etc. (en fin ar c’hatechis.)

G. Dre pessort pec’hejo e tleer commanç ?

R. Mât eo commanç dre ar re vrassân.

G. Mar deu mez dar penitant, petra dle-ân da songeal ?

R Songeal eo un dra vil commetti ar pec’het, hac eur vertu e govez.

G. Hac-ên so aoalc’h laret on heus gred cals à bec’hejo ?

R. Salocroas, red eo laret ar speç, ar galite, hac an nombr à ne, guellân mа eller.