G. Goude beân achüet ar govezion, petra dleer da ober ?
R. Achüi ar Gonfiteor, ha chelaou attantivamant ar C’hovezour.
G. Mar quef ar C’hovezour à propos differi dimp an absolven pe ar Gommunion, penos e tleer en em gomporti ?
R. Red eo obeissan humblamant dar C’hovezour en peb tra tout.
G. Hac-ên so mat à voezio ober covezion general ?
R. Ya, hac aliès necesser.
G. Petra dleer da ober goude ar govezion ?
R. Trugarecaat Doue, ha renouvelli ar propos ferm.
G. Petra leret-u dimeus ar re ne govessaont nemert eur voes ar bla ?
R. Laret à rân int tud negligeant no deus quet à soign eus ho silvidigues.
1.° Disqui ar fæçon den em examinân, ha da govez.
2.° Diouall, mar de possibl, da discleria pec’hejo ar re all ?
3.° Disquoe da biou eo necesser ar govezion general.
4.° Exhorti da govessaat aliès.
VI Quentel.
Voar ar Satisfaction.
G. PEtra eo ar Satisfaction ?
R. Ar reparation dimeus an injur a га аr pec’het da Zoue ha dan Nessân.