Pajenn:Catechis, 1815.djvu/79

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
Treguer.


G. Penos repari an injur a ra ar pec’het da Zoue ?

R. Dre ar binigen.

G. Pessort pec’het a ra eur penitant a receo eur binigen ep intantion de ober ?

R. Ober a ra eur sacrilech.

G. Нac ên so red ober ar binigen ordrenet gant ar C’hovezour ?

R. Ya, dindan Boan à bec’het.

G. Hac ên so aoalc’h ober ar binigen ordrenet gant ar C’hovezour ?

R. Salocroas, bue eur c’hristen a dle beân eur vue à binigen.

G. Red eo eta ober pinigen ?

R. Ya, rac hon Salver à lar, ma na reomp pinigen e viomp oll collet.

G. Leret-dîn an œuvro à binigen ?

R. Ar Yun, an Oræson, an Aluson, pere a hanver ive œuvro mat.

G. Obliget omp eta da ober œuvro mat ?

R. Ya, rac hon Salver a lar, ar voën ne dougo quet à freus mat, a vo troc’het ha strinquet en tan.

G. A bellec’h e tenn an œuvro mat ho merit ?

R. Eus à verito Jesus-Christ .

G. Ar re a varo en stad-vad quent achüi o pinigen er bed-mân, pellec’h eheont -y ?

R. Dar Purgatoar.

G. Petra eo ar Purgatoar ?

R. Eur plaç a boan destinet evit un amser dar re so maro en stat à c’hraç ha dleourien dar justiç divin.

G. Hac-ên a soufr an ineo poanio bras er Purgatoar ?

R. Ya, brassoc’h evid oll boanio ar bed-mân.