Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
Catechis


G. Penos e c’hellomp-nîn ho soulagi ?

R. Dre an ofern, an œuvro mat, hac an Indulgeanç.

G. Petra eo an Indulgeanç ?

R. Ar remission dimeus ar boan damporel dleet dar pec’het.

G. Petra so red evid gonit an Indulgeanç ?

R. Red eo beân en stat à c’hraç, hac ober ar pes a gommand an Ilis evit se.

G. An indulgeanço hac-y a exant à c’hanomp da ober pinigen ?

R. Salocroas, mæs sicour a reont ar pec’her paour da beân e zle .

G. Hac-ên so dleet ive reparation d’an Nessân ?

R. Ya, mard ’eus gret gaou outân en he vado, en he henor, pe en he bersonnach.

G. Petra renquer eta da ober evid repari dan Nessân ?

R. Ober ar restitution,
Repari an detraction :
Rei exempl vat, goulen pardon,
Ha pardoni à greis calon.

PROFIT

1.° Ober ar Binigen en stad à c’hraç.

2.° Ofr al labour hac an oll boanio da Zoue, pinigen excelant.

3 ° Disquoe ar priç eus an oeuvro mat.

4.° Beân trueüs ous an anaon.

————