Pajenn:Catechis, 1815.djvu/81

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
Treguer.




EXPLICATION

Eus ar Sacramant adorabl eus an Auter.


VII Quentel.

G. Petra eo Sacramant an Auter ?

R. Eur Sacramant en pehini e-mân en guirione Corf, Goat, Ine, ha Divinite hon Salver Jesus-Christ dindan ar spes a vara hac a ouin.

G. Evid petra en deus Jesus-Christ instituet Sacramant an Auter ?

R. Evid mesur hon ineo, ha disquoë dimp e garante ardant.

G. Penos e teu ar bara hac ar guin da veân chanchet en Gorf hac en Goat hon Salver ?

R. Dre vertu ar c’homso sacr a brononç ar Belec voarne en ofern.

G. Ar bara hac ar guin goude ma vent consacret, hac-y so bepret bara ha guin ?

R. Salocroas, ne chom à ne nernert ar spes epquen.

G. Petra eo ar spes à vara ?

R. Al liou, ar vent, hac ar vlas à vara.

G. Petra eo ar speç à ouin ?

R. Al liou, ar vent, hac ar vlas à ouin.

G. Petra eta eo communiân ?

R. Receo Jesus-Christ er Sacramant adorabl eus an Auter.

G. Ar veleïen pere a gommuni dindan an daou spes, hac-y a receo mui evid an dud all ?

R. Salocroas, Jesus-Christ so en antier dindan an eil spes hac e guile.