Pajenn:Catechis, 1815.djvu/76

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
Catechis


2.° Explicân ar c’haliteo eus ar Gontrition.

3.° Нac ar voïen den em excitan dar Gontrition.

4.° Renouveli bemde ar propos ferm.


V Quentel.

Voar ar Gonvezion .

G. PEtra eo ar Gonvezion ?

R. Un ac’husation dimeus an oll bec’hejo dar C’hovezour, evid cavet an absolven ane.

G. Perac eo ar Govezion un ac’husation ?

R. Abalamour nep a ïa da govez a dle en em ac’hus, ha non pas en em excus.

G. Evid petra e leret-u un ac’husation dimeus an oll bec’hejo ?

R. Evid disquoë ne dleer nac’h pec’het marvel ebed er Govezion.

G. Nep a nac’he eur pec’het marvel epquen er Govezion, hac-ên ve pardonet deân e bec’hejo all ?

R. Salocroas, ober a raffe eur Govezion nul ha sacrilech.

G. Pessort remed so evitân ?

R. Adober e Govezion, ha covez e sacrilech.

G. Petra so red da ober quent ar Govezion ?

R. Examinân ar gonscianç.

G. Gred un Act evid goulen sclerigen den em examinân ?

R. Ma Jesus, reit dîn sclerigen
Evid ober ma examen,
Наc eur gontrition barfæt
A guement pec’het a meus gred.

G. Voaг betra e tleer en em examinân ?

R. Voar gourc’hemenno Doue, ha re an Ilis ;