Pajenn:Catechis, 1815.djvu/45

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
Treguer.


G. Leret an Ave, Maria, en Latin hac en Brezonec ?

R. Ave, Maria… M’ho salud, Mari, etc. (er fin ar c’hatechis.)

G. Piou en deus composet an Ave, Maria ?

R. An Æl Gabriël, Santès Elisabeth, hac hon Mam Santel an Ilis.

G. Perac e lerer an Ave, Maria, incontinant goude ar Bater ?

R. Evid obteni dre intercession ar Voerc’hes ar pes hon eus goulennet er Bater.

G. Leret din c’hoas un devotion agreabl da Zoue ha dar Voerc’hes ?

R. An devotion dimeus ar Chapelet.

G. Penos e lerer ar Chapelet ?

R. Gredo a lerer oar ar groas ;
Eur Bater oar bep greunen vras ;
Ha dre ma teu ar greun bian,
Eun Ave oar bep unan.

G. Petra dleer da songeal ên pad ar Chapelet ?

R. Songeal en unan bennac a Vysterio ar Rosæra.

G. A betra eo composet ar Rosæra ?

R. Ar Rosæra so composet a dri Chapelet.

G. Pêt Myster so er Rosæra ?

R. Pemzec ; pemp a joa, pemp a gueûn, ha pemp a c’hloar.

G. Leret ar pemp Myster a joa ?

R. 1. E oë saludet ar Voerc’hes gant [an] Æl. 2. E visitas e c’hininterv Santès Elisabeth. 3. E c’hanas e Map. 4. En presantas en Templ. 5. En c’havas o tispud ous an Doctoret.

G. Leret ar pemp Myster a gueûn ?

R. E c’hoesas Jesus an dour hac ar goat. 2. E